Mary Shepard
Mary Eleanor Jessie Shepard (25 a viz Kerzu 1909 – 4 a viz Gwengolo 2000) a oa ur skeudennaouerez levrioù evit ar vugale, brudet dre he labour evit ar stirad levrioù Mary Poppins skrivet gant Pamela L. Travers adalek 1934 betek 1988.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Wonersh e Surrey e oa bet ganet Mary Shepard, merc'h da Florence Eleanor Chaplin (marvet e 1927) ha d'an treser Ernest Howard Shepard (1879-1976). Brudet eo E. H. Shepard dre ar skeudennoù a savas evit The Wind in the Willows (An Avel en Haleg) Kenneth Grahame (1908) ha Winnie-the-Pooh Alan Alexander Milne (1926).
Er Slade School of Fine Arts en University College e Londrez e voe stummet Mary Shepard war an arzoù-kaer. Un arzourez a vicher e voe goude-se, a ziskouezas div wezh he labour e Londrez hag a c'hounezas ur priz war an engravañ e Pariz[1].
E 1932, ar skrivagnerez aostralian Pamela L. Travers he devoa goulennet digant E. H. Shepard skeudennaouiñ he levr Mary Poppins ; nac'hañ a eure an arzour, p'edo foulet gant al labour. Pa welas Pamela L. Travers ur gartenn a oa bet treset gant Mary Shepard, 23 bloaz, da-geñver gouelioù an Nedeleg, e kinnigas al labour dezhi. E 1934 e voe embannet al levr, a dermenas tudenn Mary Poppins evit an dazont ; an holl levrennoù a voe skeudennet gant an arzourez yaouank[1].
E 1937 e timezas gant ar barzh Edmund George Valpy Knox (1881-1971), a oa ivez pennskriver ar sizhunieg flemmus Punch (adalek 1932 betek 1949 ; dindan an anv Mary Knox e reas-hi neuze er-maez eus an embann. En hevelep bloaz e skeudennaouas Mary Sheperd embannadur stadunanat al levr Pidgeon Post skrivet gant ar Saoz Arthur Ransome (1884-1967)[2].
Goude he dimez e tilezas tamm-ha-tamm ar skeudennaouiñ. D'ar 4 a viz Gwengolo 2000 e varvas goude un hir a gleñved e Londrez, oadet a 90 vloaz.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Oxford Dictionary of National Biography. Kavet : 22 Du 25. (Dre The Wikipedia Library )
- (en) The Internet Speculative Fiction Database. Kavet : 22 Du 25.