Mary Hamilton (Rusia)

Eus Wikipedia
Ur pennad Mary Hamilton zo ivez.
Mary Hamilton o c'hortoz bout lakaet d'ar marv
Pavel Svedomski (1848–1904)
Omsk Museum of Fine Arts

Mary Hamilton, anavet evel Maria Danilovna Gamentova († 14 a viz Meurzh 1719), a voe dimezell a enor e lez Katelin Iañ ha serc'h d'an tsar Pêr I. Kondaonet e voe d'ar marv dre m'he devoa lazhet ar bugel e oa da gaout.
Marteze eo diwar hec'h istor eo bet savet ar ganaouenn Mary Hamilton.

Skosiz e oa he zud, divroet da Rusia en amzer an tsar Ivan III. Merc'h e oa moarvat da William Hamilton ha keniterv da Evdokiya Grigorievna Hamilton.
E 1713 e teuas da vout dimezell-a-enor an impalaerez Katelin. Taolet e veze evezh ouzh he c'hened, serc'heien he deveze, ha serc'h e voe d'an tsar Peter. Met ur serc'heg all he devoa, Ivan Mikhailovich Orlov ; hennezh avat he dilezas da vont gant Avdotya Chernysheva, serc'h all an tsar. Neuze e klaskas Mary Hamilton ober dezhañ distreiñ daveti gant profoù laeret diwar-goust Katelin.

E 1715 e kemeras louzoù da ziforc'hañ. E 1717 e wilioudas hag e veuzas ar babig. E 1717 ivez e voe goulennataet Orlov diwar-benn dihelloù aet da goll a-douez paperoù Pêr Iañ, hag eñ da anzav e zarempred gant Mary Hamilton ha d'ober anv eus an diforc'hañ. Avdotya Chernysheva a damallas da Hamilton brudañ e tebre an dsarez koar da gaout kroc'hen gwenn. Neuze e voe furchet kambr Mary Hamilton, ha kavet traoù laeret hag a oa d'an dsarez. Ma voe harzet Mary hag he serc'heg, ha bac'het e Kreñvlec'h Sant Petersburg.

Anzav a reas Mary Hamilton al laeroñsi ha bezañ lazhet he c'hrouadur nevez-c'hanet, met daoust d'ar boureviadur ne destenias ket a-enep Orlov.

E miz Du 1718 e voe kondaonet Mary d'ar marv, en abeg d'an diforc'hañ, d'ar bugellazh ha d'al laeroñsioù e ti an impalaerez, daoust ma c'houlennas an Dsarez Praskovia Feodorovna Saltykova (1664-1723), intañvez Ivan V, digant an Tsar Pêr kaout truez.

Dibennet e voe d'ar 14 a viz Meurzh 1719, gant ur c'hleze, e-lec'h ur vouc'hal. Goude-se e kemeras an Tsar he fenn, e reas ur brezegenn diwar-benn he c'horf, e pokas d'he muzelloù, hag e taolas ar penn.

Miret e voe ar penn koulskoude gant Akademiezh ar Skiantoù, da vihanaén betek dibenn ren Katelin II.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

e ruseg
  • Гамильтон, Мария Даниловна // Энциклопедический словарь Брокгауза и Ефрона: В 86 томах (82 т. и 4 доп.). — СПб., 1890—1907.
  • Карл Задлер. Опыт исторического оправдания Петра I против обвинений некоторых современных писателей. СПб, 1861 (Дело фрейлины Гамильтон, с. 1-22).
  • М. И. Семевский, «Камер-фрейлина Мария Даниловна Гамильтон» // «Слово и дело (1700—1725). Очерки и рассказы из русской истории XVIII в.» (Санкт-Петербург, 1884), с. 185—268; тот же очерк // «Отечественные записки» (1860, т. CXXXII, № 9, с. 239—310).