Mont d’an endalc’had

Marvailhoù a-bempoù (film)

Eus Wikipedia

Marvailhoù a-bempoù zo ur film bevaat a orin saoz. E ditl orin eo Revolting Rhymes. Sevenet eo bet gant Jakob Schuh ha Jan Lachauer, ha diazezet eo war al levr skrivet e 1982 gant Roald Dahl ha skeudennaouet gant Quentin Blake .

Advouezhiet eo bet ar film-mañ gant Dizale e 2020. Skignet eo bet evit ar wech kentañ war Brezhoweb da vare vakañsoù Nedeleg 2022[1]. Skignet eo bet un eil gwech war France 3 Breizh da vare vakañsoù Nedeleg 2024[2].

Unan eus al lodennoù a oa bet anvet evit Priz an Akademiezh evit ar film berr bevaat gwellañ e 90vet Prizioù an Akademiezh[3].

Penaos adijinañ ar marvailhoù en un doare fentus ha speredek war un dro ? Lakaomp e vefe Kabellig Ruz ha Gwennercʼh mignonezed a-gozh. Hag e stourmfent a-gevret d’en em zizober diouzh preizherien varnaoniek pe diouzh ur vamm-gaer c’hoantoù drouklazhañ ganti. Ha petra rafe Jakez (hini e favenn hud) m’en dije Luduennig da amezegez koant ?  An istorioù-se eo a vez kontet deomp gant ur bleiz tres un dandy warnañ.

  1. Marvailhoù a-bempoù war lec'hienn Brezhoweb.
  2. Chadenn YouTube France 3 Breizh
  3. (en) Shorts Nominees for the 90th Oscars, lec'hienn an Oscars (lennet d'an 23/08/2025)
  4. Lec'hienn Dizale
  5. (en) Marvailhoù a-bempoù, DUBDB (lennet d'an 23/08/2025)