Marv eo Fañch !

Eus Wikipedia
Golo-tal al levr

Marv eo Fañch ! zo ul levr kant seitek pajenn anezhañ gant Fañch Jestin bet embannet e miz Here 2006 gant Skol Vreizh.

Eil levrig an oberour eo, da-heul Interamant Toñ Zidor (2002).

Al levr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregiñ a ra gant un danevellig – An tad, ar mab hag ar mestr-skol an titl anezhi – e giz raklavar.

Trizek danevell a ya d'ober al lodenn gentañ :

  1. An daou Yann
  2. E toull ma frenestr
  3. Un droiad vale dispar
  4. Bugale skol o vreskenn !
  5. Emañ o tont...
  6. Marv eo Fañch (oc'h ober gant troiennoù 'zo eus al langaj chon)
  7. Al laer dienn
  8. Tec'hadenn Perig
  9. Tomatezenn an Amerikan
  10. Ur chichant a vaouez
  11. Strobinelloù an noz
  12. Ar bidoc'hig (savet diwar un istor gwir degouezhet er Vro Vigoudenn)
  13. Kan ar bourvig

En eil lodenn – "Al lonened war al leurenn" an anv anezhi – a vod dek danevell all :

  1. An daou azen
  2. Ar c'hazh a faote dezhañ kaout un ti
  3. Sinet Hitchcock !
  4. Al louarn hag ar c'hwibon
  5. Razh ar gêrioù ha razh ar maezioù
  6. Bec'h d'ar brini
  7. Ar c'had hag ar vaot
  8. Un afer podoù, laboused, kazh, leon hag all...
  9. Mousc'hoarzh ar Jokond
  10. Bidiez an aotrou Morvan

Echuiñ a ra al levr gant un danevell hiroc'h eget ar reoù all – Al lanv rousdu an titl aznezhi – awenet diwar an danevell Matin Brun savet gant ar romantour gall Franck Pavloff hag embannet e 1998 gant an Éditions Cheyne.