Mont d’an endalc’had

Martini-Henry

Eus Wikipedia
Martini-Henry


Ur fuzuilh Martini-Henry e Mirdi an Arme (Stockholm, Sveden)
Kinnig
Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Doare Fuzuilh un-tenn
Mont en-dro Morailhañ dre zorn, kulasenn falling block
Munisionoù .577/450 Boxer-Henry
.577/450 Martini–Henry
.303 British
.310 Cadet
11,43 × 55 mm R (stumm otoman)
7,65 × 53 mm Mauser (stumm otoman)
11,43 × 59 mm R (stumm roumanat)
Produerien RSAF Enfield
Birmingham Small Arms (stumm Cadet)
Kopiennoù e proviñs an North-West Frontier (Pakistan a-vremañ)
Mare produiñ 1871 - 1889
Niver produet Etre 500.000 hag 1 milion
Mare implij 1871-1918 (Rouantelezh-Unanet)
Perzhioù teknikel
(stumm diazez)
Mas (hep baionetez) 3,83 kg
Mas (gant ar vaionetez) 4,22 kg
Hirder 1.245 mm
Hirder ar c'hanol 844 mm

Tizh mont e-maez ar boledoù 400 m/s (gant poultr du)
Lusk-tennañ Hervez an tenner, etre 12 hag 20 tenn/mn
Hed-tenn efedus 370 m
Hed-tenn d'ar muiañ 1.700 m
Adstummoù Karabinenn, Cadet, Greener Police Shotgun, Gahendra
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Ar Martini-Henry zo ur rummad fuzuilhoù un-tenn reolius er British Army adalek 1871 hag implijet betek dibenn ar Brezel-bed Kentañ. Unan eus an armoù arouezius eus ar mare viktorian ha deus Impalaeriezh Breizh-Veur eo.

Istor ha mont en-dro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 1860 e rae ar British Army gant ar Snider-Enfield, a oa fuzuilhoù karget dre o begoù kemmet evit degemer kartouchennoù metalek modernoc'h.

Savet e voe ar Martini-Henry diwar ur sistem kulasenn breouet gant ar Stadunanad Henry O. Peabody e 1862, dezhi ur wikefre falling block. Evit kargañ an arm e oa ret sachañ war ul loc'henn-grogenn dindan e fust ha lakaat ur gartouchenn en e gambr[1]. E 1866, an ijinour suis Friedrich von Martini a simplaas ar gulasenn en ur dennañ he morzhol bras hag en ur lakaat en e blas un doare skoer all. Kemmañ a reas stumm al loc'henn-grogenn ivez. E Breizh-Veur e voe ouzhpennet ur c'hanol nevez d'an arm, ennañ rizennoù savet hervez teknik ar Skosad Alexander Henry. Diwar ar c'hemmoù-mañ e voe savet ar fuzuilhoù Martini-Henry, hag a voe lakaet er servij e arme Breizh-Veur adalek 1871[2].

Brudet eo evit bezañ ur fuzuilh simpl he gwikefre, resis, ha solut, pa c'hall he c'hulasenn anduriñ gwaskoù uhel. Kambret e oa en he stumm orin e .577/450 Martini-Henry. Efedus e oa betek ur 400 metr bennak, hag etre daouarn ur soudard stummet mat e c'halle tennañ etre 12 hag 20 boled bep munutenn. Adstummoù (betek ar Mk IV) a voe anezhe, evit renkañ kudennoù war distrinkañ an douilhezioù da skouer[2]. Stummoù berroc'h evit ar marc'hegerezh (karabinenn) pe deskiñ ar soudarded yaouank (e .310 Cadet) a voe ivez[3]. Lod eus ar Martini-Henry a voe adkambret e .303 British, ur c'halibr modernoc'h deuet war-wel e dibenn ar bloavezhioù 1880[4].

Implijet e voe ar Martini-Henry e brezelioù trevadenniñ Breizh-Veur dreist-holl, evel a-enep ar Zouloued e 1879. Al Lee-Metford a gemeras he flas en ur mod ofisiel adalek 1888. Servijout a reas memestra e-pad ar brezelioù a-enep ar Voeren hag e emgannoù all betek dibenn ar Brezel-bed Kentañ. Skouerennoù kollet da vare emgann Maiwand e 1880 a voe adkavet e-pad brezel Afghanistan e 2011 e tier annezidi ar vro zoken, gant soudarded stadunanat[2].

Implijet e voe an arm gant broioù all evel Rouantelezh Gres, Chile, an Impalaeriezh otoman pe Perou. Servijout a reas ivez er brezelioù en Iwerzhon en XXvet kantved, ma vije etre daouarn an dizalc'hourien (PIRA)[5] pe an Ulster Volunteers[6].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En e varzhoneg The Young British Soldier (1890), Rudyard Kipling a ra anv d'ar Martini-Henry. Er skrid-mañ e tesk ur soudard kozh d'unan nevez doujañ d'e arm, pa c'hallo saveteiñ e vuhez[7]:

When 'arf of your bullets fly wide in the ditch,
Don't call your Martini a cross-eyed old bitch;
She's human as you are - you treat her as sich,
An' she'll fight for the young British soldier.
Fight, fight, fight for the soldier...
.

Rudyard Kipling, The Young British Soldier

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) ASPINSHAW Neil, The Martini-Henry For Queen And Empire, International Military Antiques, 2019, 256 p., ISBN 9780996073127
  • (en) MANNING Stephan, The Martini-Henry Rifle, Osprey Publishing, 2013, 80 p., ISBN 978-1780965062
  1. (en) GREENWOOD Hilary, The Martini Henry Rifle, Shoreham Fort (lennet d'an 23/08/2025)
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (en) SMITH-CHRISTMAS Kenneth L., The Martini-Henry: Icon Of An Empire, American Rifleman, 22/10/2023 (lennet d'an 23/08/2025)
  3. (fr) Martini Henry de cadet, Arme et Passion (lennet d'an 23/08/2025)
  4. (fr) Martini henry (Mousqueton), Arme et Passion (lennet d'an 23/08/2025)
  5. (en)Ó FAOLEAN Gearóid, [https://books.google.com/books?id=5C-NDwAAQBAJ&pg=Pt89 A Broad Church: The Provisional IRA in the Republic of Ireland, 1969-1980, Irish Academic Press, 2019, 272 p., ISBN 978-1-78537-245-2
  6. SCARLATA Paul, Firearms of the Irish Civil Wars part 1 (lennet d'an 23/08/2025)
  7. (en) KIPLING Rudyard, [1], war The Kipling Society (lennet d'an 23/08/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan