Martin Luther King, Jr.

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Martin Luther King, Jr.
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMartin Luther King Jr. Kemmañ
Anv ganedigezhMichael King Jr. Kemmañ
Anv-bihanMartin, Luther Kemmañ
Anv-familhKing Kemmañ
Deiziad ganedigezh15 Gen 1929 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAtlanta Kemmañ
Deiziad ar marv4 Ebr 1968 Kemmañ
Lec'h ar marvMemphis Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvgloaz dre arm-tan Kemmañ
Killed byJames Earl Ray Kemmañ
Lec'h douaridigezhMartin Luther King Jr. National Historical Park Kemmañ
TadMartin Luther King Sr. Kemmañ
MammAlberta Williams King Kemmañ
Breur pe c'hoarChristine King Farris, A. D. King Kemmañ
PriedCoretta Scott King Kemmañ
BugelYolanda King, Martin Luther King III, Dexter Scott King, Bernice King Kemmañ
KarAlveda King Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
ImplijerDexter Avenue Baptist Church, Ebenezer Baptist Church, Free University of Amsterdam Kemmañ
Diplom skol-veurDoctor of Philosophy Kemmañ
Rener tezennLotan Harold DeWolf Kemmañ
Honorific prefixReverend Doctor Kemmañ
Strollad etnekAfroamerikaned Kemmañ
RelijionBadezouriezh Kemmañ
GouelMartin Luther King Jr. Day Kemmañ
Diellaouet gantSwarthmore College Peace Collection Kemmañ
Anvet diwarMartin Luther King Sr. Kemmañ
Luskadcivil rights movement, nonviolence, labor movement in the United States, civil rights movement Kemmañ
Ezel eusAmerican Academy of Arts and Sciences, Southern Christian Leadership Conference, Alpha Phi Alpha, Progressive National Baptist Convention Kemmañ
Ideologiezh politikelenep-gouennelouriezh, sokial-demokratelezh, sokialouriezh demokratel, nonviolence Kemmañ
Levezonet gantReinhold Niebuhr, Howard Thurman, Walter Rauschenbusch, Henry David Thoreau, Mahatma Gandhi Kemmañ
Darvoud-alc'hwezI Have a Dream, March on Washington for Jobs and Freedom, assassination of Martin Luther King Jr., Priz Nobel ar Peoc'h Kemmañ
Bet kinniget evitPriz Nobel ar Peoc'h Kemmañ
Generational suffixL252247-F2 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://thekingcenter.org Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ

Martin Luther King, Jr., (15 a viz Genver 19294 a viz Ebrel 1968) a oa unan eus pennoù pennañ an emsav evit ar gwirioù keodedour amerikan, un emsaver, ur beleg badezour, hag unan eus ar brasañ prezegerien eus ar Stadoù-Unanet. E 1964, Marzhin Luther King a zeuas da vezañ an den yaouankañ bet gounezet gantañ Priz Nobel ar Peoc'h (evit e labour evit ar peoc'h, o stourm evit an difeulster ha kevatalder an doareoù-ober gant an holl "ouennoù"). D'ar 4 a viz Ebrel 1968 e oa drouklazhet King e Memphis, en Tennessee.

Aozet ha renet en deus kerzhadegoù evit ar gwir da vouezhiañ, a-enep an diforc'hidigezh, labour ar minorelezhioù, hag evit gwirioù keodedour diazez all evit morianed ar Stadoù-Unanet (afrikaned-hag-amerikaned). Lakaet eo bet ar pep brasañ eus ar gwirioù-se e lezenn ar Stadoù-Unanet er « Civil Rights Act » pe er « Voting Rights Act » war intrudu Lyndon B. Johnson.

E 1977 e voe roet dezhañ medalenn prezidantel ar frankiz gant ar prezidant Jimmy Carter. E 1986 e teuas Devezh Martin Luther King da vezañ un devezh vak er Stadoù-Unanet. E 2004 e resevas medalenn aour kendalc'h ar Stadoù-Unanet. Alies e c'houlenne King gant pep hini soñjal en e giriegezh hiniennel e savadur ar peoc'h er bed. E gomzoù anavezet ar muiañ marteze eo ar re a zistagas en ur brezegenn : "I have a dream" ("Un hunvre am eus graet"), war diri lec'h-koun Lincoln e Washington, D.C. e 1963.

Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Martin Luther King, Jr. a zo mab ar pastor Baptiste Martin Luther King Sr. hag Alberta Williams King. Ur c'hoar henañ en deus, Christine King Ferris hag ur breur yaouankañ, Albert Daniel Williams King. E skiant-prenet war an disparti etre ar re zu hag ar re wenn a grog da 6 vloaz, pa lavar 2 eus e vignoned gwenn n'int ket aotreet da c'hoari gantañ ken. E vamm a zispleg dezhañ eo peogwir int e skolioù evit ar re wenn bremañ, met lavaret a ra dezhañ eo ken talvoudus eget forzh peseurt den, memes un de gwenn. Da 15 vloaz ez eas d'ar Morehouse College, ur skol-veur miret evit ar re zu, goude bezañ lammet div vloavezh el lise hep bezañ paket e sertifikad en un doare ofisiel.

Er skolaj e tapas daou vloaz lañs. C'hoant dezhañ bezañ den a justis, e tibabas bezañ pastor a-benn ar fin. Ober a reas e studioù e Crozer, Pennsylvania. Dont a ra maez eus ar skol-veur gant ur Bachelor of Arts and Sociology d'an 20 a viz even 1948 ha mont a ra d'ober ar Crozer Theological Seminary evit tremen ur Bachelor of Divinity e Chester (Pennsylvania) - ar pezh a zo un aotregezh e doueoniezh - a resev d'an 12 a viz Mae 1951. Resevout a ra un Doctor of Philosophy e skol-veur Boston d'an 18 a viz even 1955. Bez' e voe unan eus ar Re Zu kentañ d'en ober. Lenn a rae levrioù Gandhi ha heuliañ kentelioù prezegenniñ.

Dimeziñ a ra d'an 18 a viz even 1953 gant Coretta Scott hag a gemero e anv evit dont da vezañ Coretta Scott King. 4 bugel o deus : Yolanda, ganet e 1955, Martin Luther King III, ganet e 1957, Daxter Scott, ganet e 1961, ha Bernice e 1963.Coretta a voe a-du bepred gant e emsav evit ar Gwirioù Keodedel.

E miz Mae 1954 e voe anvet da bastor en iliz Dexter e Montgomery, en Alabama, just pa grogas ur seurt reveulzi e-keñver droedoù an Afro-Amerikaned : d' ar 17/05/54 e embann lezvarn veur ar Stadoù-Unanet eo a-enep ar vonreizh an apartheid, pe an dispartiañ, er skolioù publik.

Ar stourm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ma oa lakaet un arsav d' ar sklavelezh gant Lincoln, n' o doa ket an Dud Du ar memes gwirioù hag Re Wenn e lodenn vrasañ stadoù ar c'hreisteiz abalamour da lezennoù tort : kevatalded met pep hini en e gorn, ar gwir votiñ met goude bezañ chomet e-pad pell er memes lec'h, gant arc'hant a-walc'h hag en ur c'houzout lenn pe c'hoazh gant ma vote an "tad-kozh a-raok 1860 ! Neuze e oa ar Re Wenn dirak hag ar Re Zu a-drek er busoù. Skolioù, salioù-gortoz ha privezioù a oa evit ar Re Wenn ha skolioù, salioù-gortoz ha privezioù evit ar Re Zu ha c'hoazh ne oa ket dioute e pep lec'h. Ne oa nemet un nebeud diskennidi sklaved o doa ar gwir da votiñ (1% nemetken e Selma en Alabama, da skouer). Hag evel-just ne oant ket gopret evel WASPed (White Anglo-Saxon Protestant).

Abaoe un nebeud bloavezhioù e oa kroget an N.A.A.C.P. (National Association for the Advancement of the Colored People = Kevredigezh Vroadel evit Mad an Dud a Liv) da stourm a-enep d'an apartheid, da lâret eo klask bezañ toullbac'het a-benn bezañ barnet ha betek bezañ el Lezvarn Veur. Evel-se e oa bet diskleriet enep lezenn an dispartiañ er busoù a stad da stad e 1946. Chom a rae ar busoù lec'hel. Kregiñ a reas an afer da vat e 1954 gant Rosa Parks, emsaverez an N.A.A.C.P., kemenerez 40 vloaz, a nac'has leuskel he flas d'ur paotr gwenn. Toullbac'het e voe hag en em sevel a reas ar boblañs du diouzhtu gant « boycottiñ » ar busoù. Krouet e voe an M.I.A. (Montgomery Improvement Association = Kevredigezh evit Gwellaat Montgomery) ouzhpenn a-benn kevreiñ an oberoù ha lakaet Martin Luther King en he fenn. "M' emañ ar gaou ganeomp, emañ gant Doue Holl C'halloudek neuze ! "M' emañ ar gaou ganeomp, n'eo ar justis nemet ur gaou eta", emezañ. 381 devezh e padas ar boycott ! Kenweturiañ, implijout beloioù, karrigelloù hag ezen ha dastum boteier gant skoazell ilizoù du ar vro a-bezh a voe graet. Freuz-stal pe dost a reas an embregerezh busoù. Martin Luther King a voe toullbac'het e-pad pemzektez. Deuet e oa da vezañ brudet avat. Ar c'hK.K.K. (Ku Klux Klan) hag ar White Citizens' Council a grogas da sodiñ da vat ivez : taget e voe ti M.L.K. (Martin Luther King) ha re all gant bizhier dinamit, ilizoù zoken... George Wallace, gouarnour Alabama a embannas neuze : "An dispartiañ hirie, an dispartiañ warc'hoazh, an dispartiañ da viken !"

Martin Luther King

Aozañ ar stourm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a rae da vezañ splann e oa ret kaout mennozhioù all c'hoazh a-benn gounit ar gwir da votiñ : un toullad sit-ins (azezadegoù) doare Gandhi a voe aozet un tamm e pep lec'h. E Greensboro e Carolina an Norzh eo e voe roet al lañs d’al luskad-se : 4 faotr yaouank du a gemer pep a blas en ur bar evit Tud Wenn, hini Woolworth ha 2 devezh war-lerc'h e oa 85 den du er c'hafeteria. Eus hanternoz ar vro e teue ar freedom-rides (pourmenadennoù “ar frankiz” e gwetur) da lâret eo tud yaouank gwenn ha du mesk ha mesk, entanet hag an avel en o blev, "on the road" ha "rock 'n roll", o vont da lâret o fegement da dud taer ar C'hreisteiz. An hini kentañ a voe hini Washington] / Orleañs-Nevez (14/05/61). Kalz a freuz hag a reuz a voe da heul ar veaj-se. Martin Luther King a voe anvet da bastor en Ebenezer e Georgia e 1960, e-lec'h ma oa bet e dad ivez gwechall, a ginnigas dezhe chom hep tremen dre an Alabama. En aner. Un toullad tud a voe gloazet gant tagadennoù sodien wenn ar c'hK.K.K. pe ar W.C.C. (White Citizens' Council) en ur dreuziñ... Alabama.

Eskemmoù gant Prezidanted S.U.A.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kejet en doa M.L.K. gant Eisenhower e miz Even 1958 goude bezañ bet addigoret skolioù publik 'zo, bugale mesket enne, gant skoazell al lu memes tra. Met Eisenhower ne oa ket paotr ar cheñchamant. Dont a reas gant John Fitzgerald Kennedy e 1960 hag gant e vreur Robert, maodiern ar justis, youl gante ar wech-mañ da reiñ gwirioù keodedel d' ar Re Zu evel ma vez dleet ha, dreist-holl ar galloud d' en ober. An "attorney general", da lâret eo, avokad meur ar gouarnamant a zisplege : "Me a soñj din eo mat mont a-enep an dispartiañ er skolioù publik. Al lezenn eo. Re all a soñj dezhe eo un dibab fall. N' eo ket strikt. Al lezenn eo." E-kerzh an hañv 1961 e c'houlennas paouez gant an apartheid en holl diez-gar-boutin ar vro ha lakaat ar polis broadel da wareziñ busoù ar "riders". Ha, burzhud ar bloavezhioù 60, e krog holl dud ar Stadoù-Unanet gant skoazell ar skinwel da gompren pegen taer e c'hall bezañ Tud Wenn ar Su e-keñver ar Re Zu.

Kompren a ra M.L.K. buan a-walc'h eo ret dibab ur pal resis a-benn bezañ efedus. Galvet e oa bet gant Birminghamiz, en Alabama c'hoazh, e-kerzh an nevez-amzer 1963 gant Fred Shuttleworth, pastor eno, emsaver ar Gwirioù Keodedel ha chomet bev war lec'h n' ouzon ket pet tagadenn gant tud ar c'hK.K.K. Asambles e voe peurlipet ar raktres C, evel Confrontation, ar pezh a dalv lakaat war wel pegen taer ha brein eo ar polis lec'hel ha dreist-holl an hini a zo en e benn, "Bull" O Connor. Ha gwelet eo bet, hag er bed a-bezh war ar skramm bihan, tud o vanifestiñ dantet gant chas, skoet ha gloazet gant lañsoù-dour. 3000 den a voe toullbac'het neuze, M.L.K. en o zouez. Brudet eo al lizher en deus skrivet eno : " E-pad bloavezhioù 'm eus klevet ar ger "gortozit", ur ger a dalv biken siwazh. [...] Abaoe 340 bloaz omp o c'hortoz... Ur c'houlz a zeu ma vez echu gant ar basianted hag an dud n' hallont ket bevañ en islonk an dispi ken." D' ar 15/09/63 e voe lazhet 4 c'hrennardez gant ar c'hK.K.K. ha 2 yaouank all gant ar polis e-kerzh ar vanifestadeg a deuas da heul.

I have a dream[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D 'an 28/08/63 eo 250 000 den a deuas da Washington da gejañ gant kerzhadeg ar Gwirioù Keodedel, dirak al Lincoln Monument. Ar wech-mañ eo "I have a dream", prezegenn vrudetañ M.L.K. a voe klevet. Sed aze un tamm : "Un hunvre am eus graet e vo un deiz du-hont en Alabama e ouennelourien vis-fall hag e c'houarnour leun e vuzelloù a c'herioù evel hanteriñ ha nullañ, un deiz du-hont en Alabama e c'hallo ar baotred du bihan hag ar merc'hed du bihan liammañ o daouarn gant re ar baotred wenn bihan hag ar merc'hed gwenn bihan, evel breudeur ha c'hoarezed." Goulenn a ra an deiz-se ouzhpenn paouez gant an dispartiañ hervez liv ar c’hroc'hen ha doujañ ouzh ar justis, paouez ivez gant ar ghettoioù dispi ha stourm a-enep ar baourentez. Na vir ket ouzh ar ghettoioù da darzhañ war lerc'h, nag ar ouennelourien da zistruj ilizoù ha da zeviñ kroazioù, re ar Re Zu. Prezegenn Washington

Prizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet eo Den ar Bloaz 1963 gant ar gelaouenn "Time" koulskoude ha roet Priz Nobel ar Peoc'h dezhañ e 1964. D' an deiz-se e lâr : "Ar broadoù pinvidik-mor a rank ober eus o seizh gwellañ a-benn stankañ an toull-don a zo etre un nebeud tud re binvidik hag ar muiañ niver ar re baour".

An Trec'h hag an drouklazh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lezenn ar Gwirioù Keodedel a voe votet e 1964. N' eo ket achu avat : ret e oa manifestiñ a-benn gallout bezañ enskrivet evit votiñ. E lec'hioù 'zo ne vez digor d' ar Re Zu nemet e-pad ur eurvezh ar sizhun ha pa vez an holl o labourat ha divinit 'ta, en Alabama da skouer. 3 c'herzhadeg a zo aozet e Selma. A-benn ar fin eo sinet lezenn ar gwirioù votiñ gant Johnson e miz Gouere 1965. Etre 1967 ha 1968 e teu prezegennoù M.L.K. da vezañ muioc'h-mui a-gleiz : lakaat a ra war wel mestaolioù ha reuz ha freuz ar gapitalouriezh, kinnig a ra mont war zu ur sokialouriezh demokratel, mont a ra da vat a-enep ar brezel er Viet-Nam zoken. "Ar gendruez wir a zo muioc'h evit reiñ an aluzen d' ur c'hlasker-bara. Reiñ a ra da soñjal he deus ezhomm ur gevredigezh a brodu klaskerien-vara ur wir adframmadur". Klask a ra aozañ ur "Poor People Campaign", Kerzhadeg ar Re Baour, just a-raok bezañ drouglazhet d' ar 4 a viz Ebrel 1968. N' omp ket sur hirie an deiz c'hoazh eus kiriegezh an hini a zo bet harzhet ha toullbac'het e-pad bloavezhioù, rik evel en afer Kennedy, drouglazhet e 1964 hag en hini Malcolm X, drouglazhet e 1965.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Abernathy, Ralph. And the Walls Came Tumbling Down: An Autobiography. New York: Harper & Row, 1989. ISBN 0-06-016192-2
  • Beito, David and Beito, Linda Royster. T.R.M. Howard: Pragmatism over Strict Integrationist Ideology in the Mississippi Delta, 1942–1954 in Glenn Feldman, ed., Before Brown: Civil Rights and White Backlash in the Modern South. Tuscaloosa: University of Alabama Press, 2004, 68–95. ISBN 0-8173-5134-5.
  • Branch, Taylor. At Canaan's Edge: America In the King Years, 1965–1968. New York: Simon & Schuster, 2006. ISBN 0-684-85712-X
  • Carl Edwin Lindgren (Spring, 1992). Tour Resurrects Shantytown Art. Southern Exposure, Vol. XX, No. 1, 7. Titouroù diwar Resurrection City ha Martin Luther King.
  • Parting the Waters : America in the King Years, 1954–1963. New York: Simon & Schuster, 1988. ISBN 0-671-46097-8
  • Pillar of Fire : America in the King Years, 1963–1965.: Simon & Schuster, 1998. ISBN 0-684-80819-6
  • Chernus, Ira. American Nonviolence: The History of an Idea, chapter 11. ISBN 1-57075-547-7
  • Garrow, David J. The FBI and Martin Luther King, Jr. New York: Penguin Books, 1981. ISBN 0-14-006486-9
  • Jackson, Thomas F., From Civil Rights to Human Rights: Martin Luther King, Jr., and the Struggle for Economic Justice. Philadelphia: University of Pennsylvania Press, 2006. ISBN 978-0-8122-3969-0.
  • Kirk, John A., Martin Luther King, Jr. London: Pearson Longman, 2005. ISBN 0-582-41431-8
  • Ayton, Mel, A Racial Crime: James Earl Ray And The Murder Of Martin Luther King Jr. Archebooks Publishing, 2005. ISBN 1-59507-075-3
  • Verhagen, Katherine. "Maritime King: African-American Rhetoric's Influence upon Africville." Wadabagei 11 (2005): 34-45.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Videoioù hag enrolladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikiarroud
Sellit ouzh ar pennad
Martin Luther King, Jr.
e Wikiarroud,
an dastumad menegoù.