Marthe Marie Tesson
Marthe Marie Tesson, ganet d'an 22 a viz Genver 1892 en Havr-Nevez hag aet d'an anaon d'an 23 a viz Du 1971 en 20vet arondisamant Pariz, a oa ur vicherourez hag ur rezistantez c'hall. Dilennet e voe e kuzul-kêr Bobigny e 1925.
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kinnig a reas ar Strollad komunour gall un nebeud maouezed war e listennoù da-geñver dilennadegoù-kêr 1925, ha dilennet e voe Marthe Tesson da eil eilmaerez e kuzul-kêr Bobigny pa ne c'halle ket ar maouezed na mouezhiañ na bezañ dilennet e Frañs a-raok 1944. Chom a reas eilmaerez betek miz Du 1925 daoust ma oa bet arsavet he c'hargoù gant ar prefeti e-pad miz adalek ar 15 a viz Even 1925 hag e-pad tri miz adalek an 11 a viz Gouere 1925. Marthe Tesson ha Marie Chaix, dilennet e kuzul-kêr Saint-Denis, o devoa goulennet ur rekour d'ar c'huzul-Stad gall met nac'het e voe d'an 29 a viz Genver 1926, ha dilezel he c'harg a eure Marthe Tesson.
Stourm a reas e Front national ar Rezistañs c'hall e-pad an Eil Brezel-bed.
Koun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hec'h anv zo bet roet d'ur skol e Bobigny.