Marmeladenn

Marmeladenn a zo kaotigell graet gant chug ha plusk agrum : orañjez, suraval hag all. N'eo ket evel ar c'hoñfitur ma ne vez implijet nemet bouedenn ar frouezh. Tammoù plusk a zo er varmeladenn, ar pezh a ziforc'h anezhi ouzh ar gaotigell ent-strizh.
Gerdarzh hag istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En XVIvet kantved e veze enporzhiet kaotigell Portugal da Vreizh-Veur. Ar ger saoznek marmalade a zeu eus ar portugaleg marmelada dre ar c'hrennc'halleg marmelade. Ar marmelada a oa kaotigell avaloù-stoub da gentañ (marmelo e portugaleg ha galizeg). Hervez Geriadur gerdarzhel ar portugaleg, gant José Pedro Machado, e kaver implij koshañ ar ger e portugaleg e pezh-c'hoari Gil Vicente Comédia de Rubena skrivet e 1521 :
- Temos tanta marmelada (Kement a gaotigell zo ganeomp)
- Que a minha mãe vai me dar um pouco (ma vo roet lod deomp gant ma mamm)[1]
E-barzh levr rekipeoù saoz Eliza Cholmondeley, skrivet e 1677 ha miret e dielloù kontelezh Cheshire, e kaver unan eus rekipeoù koshañ ar varmeladenn orañjez, un doazenn fetis, tev ha teñval[2].
Tapet e voe ar boaz da zebriñ marmeladenn da lein gant Skosiz adalek an XVIIIvet kantved, ha war o lerc'h gant ar Saozon en XIXvet kantved. Ur vojenn a gont istor ul lestr karget a orañjez en dije graet peñse e Dùn Dèagh, ha tud ar vro da aozañ marmeladenn orañjez forzh pegement. N'eo nemet ur vojenn, met brudet eo deuet da vezañ marmeladenn bigaradez (ur seurt orañjez c'hwerv eus Sevilla) Dùn Dèagh memestra.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Maria João Amaral, ed. Gil Vicente, Rubena (Lisbon:Quimera) 1961 (e-book)
- ↑ Salt sugar smoke: how to preserve fruit, vegetables, meat and fish gant Diana Henry, 2012, Londrez, Mitchell Beazley, (ISBN 978-1-84533-675-2) p.38.