Marlin Firearms

Marlin Firearms zo un embregerezh armoù-tan stadunanat, diazezet hiziv an deiz e Madison (North Carolina). Krouet e voe e 1870[1]. Brudet eo evit e garabinennoù dre loc'henn-grogenn.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
John Mahlon Marlin (1836-1901) a labouras adalek e 18 vloaz en uzin Colt e Hartford (Connecticut), kêr e c'hanedigezh, evel mekanikour. Adalek 1863 e voe enrollet ivez evel saver pistolennoù dizalc'h ; produiñ a rae e-unan pistolennoù doare derringer. E 1870 e vreouas John Marlin ur sistem strinkañ evit ar pistolennoù. E 1881 e oa bet produet ur 17 000 arm-dorn bennak gant e embregerezh. Ar re ziwezhañ, revolverioù daou-ober doare top-break, a voe fardet betek 1899. Ouzhpenn 100 000 arm-dorn a vije bet produet en holl gant Marlin Firearms[2].
E-keit-se, John Marlin a laboure ivez war armoù-skoaz dre loc'henn-grogenn, ur wikefre a oa diouzh ar c'hiz, hag implijet er c'harabinennoù Winchester da skouer. E 1881 e voe gwerzhet gant Marlin e garabinenn dre loc'henn-grogenn gentañ, ar Marlin Model 1881. An arm-tennata kentañ gouest da dennañ kartouchennoù .45-70 e oa. 20 000 skouerenn anezhi a voe produet betek 1903. Dindan renerezh Lewis L. Hepburn peurgetket e voe gwerzhet karabinennoù all gant Marlin a-hed ar bloavezhioù : lod a reas berzh, evel ar Model 1889 hag ar Model 1893. Ar garabinenn gentañ er c'halibr .22, ar Model 1891, a voe gwerzhet kalz ivez ; implijet e voe gant Annie Oakley ha Buffalo Bill en o arvestoù[1][2].

E miz Kerzu 1915 e teuas Marlin Firearms da vezañ ezel eus ur stroll embregerezhioù evit aesaat ar produerezh e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Adanvet e voe Marlin-Rockwell d'ar poent-se. Sinañ a reas ur gevrat evit produiñ 14 000 mindrailherez Colt 1914. E 1917 e kinnigas Marlin e stumm gwellaet eus an arm, a voe anvet Marlin-Rockwell. War-dro 44 000 mindrailherez ha 16 000 fuzuilh-vindrailher BAR dindan aotre a voe produet gant an embregerezh a-hed ar brezel[2].
Adalek ar bloavezhioù 1930 e klaskas Marlin Firearms ledanaat e gatalog, en ur sevel karabinennoù damaotomatek er c'halibr .22. Ne rejont ket berzh a-raok ar Model 60, ijinet e 1959 gant Ewald Nichol, a zo kredapl an eil karabinenn damaotomatek er c'halibr .22 gwerzhetañ goude ar Ruger 10/22. Ouzhpenn-se e savjont karabinennoù-morailh adalek 1935, ha fuzuilhoù flour o c'hanol, evel an M90 (34 000 skouerenn etre 1937 ha 1963)[2].
Un uzin nevez a voe savet e 1969 e North Haven (Connecticut) e-plas an hini gozh. 500 den a laboure enni er bloavezhioù 1970. E 1990, istimañ a raed e oa bet bet produet tro 25 milion a armoù gant Marlin abaoe e grouidigezh[1]. E 2007 e voe gwerzhet Marlin Firearms d'ar stroll Remington, a serras div labouradeg e Gardner (Massachusetts) hag hini North Haven[3]. E 2020 e voe adprenet Marlin gant Ruger, a zo perc'henn c'hoazh[2]. Kreizennet eo produerezh a-vremañ an embregerezh war an armoù-skoaz dre loc'henn-grogenn adarre[4].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) William S. Brophy, Marlin Firearms. History of the Guns and the Company That Made Them, Stackpole Books, 1989, 704 p., ISBN 978-0811708777
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 3 (fr) HARTINK A. E., L'encyclopédie des fusils et carabines, Maxi-Livres, 2002, ISBN 2-7434-5698-1, pp. 175-176
- 1 2 3 4 5 (en) Craig BODDINGTON, Celebrating 150 Years of Marlin Firearms, Guns & Ammo, 19/11/2020 (lennet d'an 09/05/2026)
- ↑ (en) Ann DeMatteo, Shuttering brings end of an era at Marlin Firearms in North Haven (video), New Haven Register, 01/04/2011 (lennet d'an 09/05/2026)
- ↑ (en) Rifles war lec'hienn Marlin (lennet d'an 09/05/2026)