Maritsa
Neuz
Ar Maritsa (Марица, Maritsa e bulgareg ; Έβρος, Evros e gresianeg ; Meriç e turkeg) zo ur stêr eus ar Balkanioù a red a-dreuz Bulgaria, Gres ha Turkia. 480 km hed zo dezhi.
Eieniñ a ra e menezioù Rila e kornôg Bulgaria ha redek goude-se trema ar gevred, en ur dreuziñ kêr Plovdiv. E Bulgaria e vez implijet ar stêr evit kaout tredan hag evit doura ar parkeier,met ne c’haller ket bageal warni. Talvezout a ra da harzoù, ur pennadig, etre Bulgaria ha Gres ha goude-se etre Gres ha Turkia. Er su da Edirne, e Turkia, eo rannet ar stêr etre div vrec'h a red war-zu ar c'hreisteiz, betek en em deurel e Mor Egea dre un delta e-kichen kêr Enez (Ainos).