Marina Ginestà

Eus Wikipedia

Marina Ginestà Coloma (Toloza, 29 a viz Genver 1919Pariz, 6 a viz Genver 2014) a oa ur gomunourez e-pad Eil Republik Spagn ha brezel Spagn.

Brudet e voe abalamour d'ul luc'hskeudenn kemeret d'an 21 a viz Gouhere 1936 gant an Alaman Hans Gutmann (Juan Guzmán) war toenn an Hotel Colón e Barcelona, pa ne oa nemet 17 vloaz a-boan. Jubennourez e oa ivez gant kazetenner ar Pravda, Mic'hail Koltsov.

Micherourien e oa he zud, divroet eus Spagn : Empar (Amparo) Coloma Chalmeta, a oa eus Valencia, ha Bruno Ginestà Manubens, eus Manresa (proviñs Barcelona).
Hi e oa an eil eus daou vugel ar priedoù Ginestà-Coloma : he breur Albert, ganet e 1916 e Toloza evelti. He mamm-gozh a-berzh mamm, Micaela Chalmeta, a oa emsaverez sokialourez, gwregelourez ha kevelouriourez e Katalonia, ha perzh a gemeras e darvoudoù ar Semana Trágica e 1909. He zad-kozh a-berzh mamm, Joan Coloma, a oa emsaver e skourr katalan ar PSOE.