Marina Abramović

Marina Abramović (serbeg : Марина Абрамовић), ganet d’an 30 a viz Du 1946 e Beograd, a zo un arzourez a-vremañ barregezhel. Brudet eo d’ur skeul vroadel evit he barregezhioù feuls hag atahinus. He arz a zo e-barzh luskad arzel an arz korfel.
Rann eus | Abramović/Ulay, Jan Fabre & Marina Abramovic ![]() |
---|---|
Reizh pe jener | plac'h ![]() |
Anv-bihan | Mari, Marina ![]() |
Anv-familh | Abramović ![]() |
Lesanv | Abramović, Marina ![]() |
Deiziad ganedigezh | 30 Du 1946 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Beograd ![]() |
Pried | Neša Paripović, Paolo Canevari, Ulay ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | serbeg, saozneg, alamaneg ![]() |
Tachenn labour | performance art, performance artwork, body art, endurance art ![]() |
Implijer | Académie des beaux-arts, Berlin University of the Arts, Hochschule für bildende Künste Hamburg, Braunschweig University of Art ![]() |
Bet war ar studi e | Academy of Fine Arts, Belgrade, Academy of Fine Arts, University of Zagreb ![]() |
Lec'h annez | New York ![]() |
Lec'h labour | Amsterdam, Braunschweig, New York, Salzburg, Hamburg ![]() |
Strollad etnek | Serbs ![]() |
Partner in business or sport | Ulay, Jan Fabre ![]() |
Perzhiad e | Documenta IX, Venice Biennale ![]() |
Oberenn heverk | Seven Easy Pieces, Art must be beautiful… Artist must be beautiful…, Artist is Present ![]() |
Luskad | conceptual art, performance art ![]() |
Ezel eus | Royal Academy of Arts, Abramović/Ulay, Jan Fabre & Marina Abramovic ![]() |
Tachenn | performance art ![]() |
Prizioù resevet | Austrian Decoration for Science and Art, Berliner Bär, Princess of Asturias Award for the Arts, Sonning Prize ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.marinaabramovic.com/, https://mai.art/ ![]() |
Dileuriet gant | Lisson Gallery, Sean Kelly Gallery, Electronic Arts Intermix, LIMA ![]() |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | reproduction right represented by CISAC-member, Verwertungsgesellschaft Bild-Kunst ![]() |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer ![]() |
Teuliad arzour e | Philadelphia Museum of Art Library and Archives, Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library, National Gallery of Art Library ![]() |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts ![]() |
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Beograd e gan Marina Abramović. He zad, Vojin Abramović a zo e-barzh strollad gward uhelañ difenn ar marichal Tito. He mamm, Danica, a zo e penn an ensavadur e garg eus ar monumantoù istorel ha merañ a ra ivez mirdi an Arzoù hag an Dispac’h. He mamm-gozh a-berzh mamm, deol-tre, a ra war he zro betek he 6 vloaz. War-lerc’h ganedigezh he breur Velemir e zistro dindan karg he zud, met he mamm a zo strizh ha he zad ezvezant. Desavet eo neuze evel ur soudard komunour, mirout a ra tromaoù abalamour d’he deskadurezh. Ez-wir, skoet eo gant he mamm ha he moereb abaoe e yaouankiz, gouzañv a ra ur feulster a-bemdez. He zromaoù hag o efedoù psikologel o deus neuze frammet ha levezonet he arz.
Studiañ a ra etre 1965 ha 1970 e akademiezh an Arzoù-kaer e Beograd. Kendalc’h a ra war-lerc’h he studioù e atalier al livour Krsto Hegedušić e Zagreb. Distro a ra benn-ar-fin e Beograd e 1973 evit kelenn e Akademiezh Arzoù Novi Sad betek 1975.
E 1973 e ra he barregezh gentañ en ur implij objedoù dañjerus ha louzoù evit amprouiñ. Kemer a ra perzh e 1975 da Biennale Pariz, kregiñ a ra he c’henlabour gant Ulay ( he c’heneil etre 1976 ha 1988) hag ober a ra enklaskoù war ar sevenadur arkaik hag ar bennaenn daouel e-pad he beajoù. Skrivan a ra gant he c’heneil Ulay Relation Work and detour e 1988.
Etre 1982 ha 1985 e gemer perzh d’ar Documenta 7 e Cassel ha d’ar Biennale de Sao Paulo e bro-Vrasil. Paouez a ra he labour gant Ulay e 1988, war-lerc’h bezañ bet kenlabouret gantañ ur wech diwezhañ evit The Great Wall Walk e Sina. E 1992 e gemer perzh d’ar Documenta 9 e Cassel. Klask a ra e 1989 tremen deus ur stad emskiant hiniennel d’ur stad emskiant a-gevred gant sikour ur staliadur gant koad, strinkoù ha mein.E 1990-1991 eo pedet evel kelennerez e skol Arzoù-kaer Berlin hag e Akademiezh Arzoù-kaer Pariz. E 1992 he deux ur gador-vrezeg e skol Arzoù-kaer Hambourg. Gounez a ra priz al Leon Aour evit ar staliadur gwellañ e Biennale Venezia, e 1997. War-lerc’h e gelenn e skol Arzoù kaer Brunswick betek 2004.
E Atelier Calder, e Saché, emañ o chom eus Ebrel da Gwengolo 2001.
E 2005 e ginnig Marina Abramović he diskouezadeg Balkan Erotic e ziazezadur Pirelli e Milan hag e ziskouezva Sean Kelly e New York. E- pad ar memes bloaz eo enoret gant mirdi Solomon R. Guggenheim New York., e lec’h ma e gas da benn he barregezh Seven Easy Pieces. E 2010 e vez gant mirdi MoMA New York gouestlet da Marina Abramović ar c’hilsell war he fenn The Artist Is Present. Ar vloaz da heul e sav ar Garage Center for Contemporary Culture eus Moskov hag a zo ivez ur c’hilsell eus he labour.
E 2011 eo Marina Abramović pennc’hoarierez e-barzh pezh-c’hoari Bob Wilson The Life and Death of Marina Abramović.
An teulfilm Marina Abramovic: The Artist Is Present a zo diskouezet evit ar wech kentañ e 2012 er Sundance Film Festival.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marina Abramović a gemer perzh da luskad arzel an arz korfel. Alies e lak he c’horf da gouzañv un dañjer fizikel, d’a skouer eo en em gavet ur wech tost marv abalamour d’ur vank a aer, dindan tan. Lavar a ra war an dra-se : “Dedennet on vras gant an arz direnkus hag a vount taolennadur an dañjer. Ouzhpenn, aketusted ar publik ar rank chom e-barzh ar mare bremañ. Bezañ war evezh eus an danjer a zo ar fed en em lakaat penn-da-benn e barzh ar mare bremañ-se”. Soutenet eo e Beograd evit he emsavadenn enep d’an deskadurezh strizh ha d’ar c’hrougadeg a veze e Yougoslavia war-lerc’h brezel Tito. He oberennoù kentañ a zo lidoù savet evit he seurt dieubidigezh d’ar c’hrougadeg-se. Brezel Yougoslavia etre 1991 ha 2001 he deus merket un degad eus he oberennoù en holl. E 1974 e gas da benn an arzourez ar varregezh Rhythm 0, e lec’h ma en em laosk bezañ touchet gant ar publik dre objedoù o choaz (bleunvioù, pluennoù, kontilli, armoù-tan…). Ar gartenn-pediñ er mirdi a zispleg d’ar publik petra e rankont ober. E-pad ar varregezh-se, Marina Abramović a seblant lakaat abeg d’al lid kristen en ur aotrañ d’ar publik disakrañ ar c’horf evel o deus c’hoant. Bevennoù fizikel he c’horf a zo dreistremenet gant an oberenn-se. Al lid disakradur-mañ a c’hell bezañ gwelet evel ul lid relijiel lec’h ma ar publik a gas da benn sakramant ar c’horf disakret. Marina Abramovic a zo taolennet evel ur gouzañverez a spurj fazioù ar gumuniezh. Benn ar fin, ar gloazadurioù gouzañvet ganti a c’hell bout gwelet evel ur vuturniezh hag e c’hell bout ivez taostet da aberzh ar C’hrist war ar groaz.
E 1975 e ra anaoudegezh gant an arzour Ulay, gantañ e genlabour daouzek vloaz. En oberenn Relation in Time, e 1977, e begont o ziv genoù asambles, mikroioù zo peget war o gouzoug, hag analiñ a reont an eil war lec’h egile aer o skeventoù. Er fin e eskemont nemet anhidridenn karbonek ha taostat a reont diouzh ar vank bras a aer.
E barzh un oberenn all,e 1980, anvet Rest Energy, an daou arzourien a zo o derc’hel ur wareg tenn gant ar bir war zu kalon Marina Abramović. N’eo nemet gant pouezh o daou gorf e teuont a benn da mirout an tennder hep ma zafe kuit ar bir. Mikroioù a enroll buanadur o stlakadennoù kalon. Etre 1981 ha 1987 en em staliont evel taolennoù bev e-barzh mirdioù evit ar varregezh Nightsea Crossing.
O labour diwezhañ asambles a zo Ar Valeadenn Vras moger. E 1988, an daou arzourien a rank bale 2000 kilometrad war Moger Vras Sina, en ur kregiñ deus an daou veg evit en em adkavout e-kreiz an hent. Pal ar raktres e penn-kentañ a oa diksouez gant ar valeadenn emgavedigezh ur c’houplad e garantez. Met amzer kaout an aotreoù gant ar gouarnamant sinaek (8 vloaz gortoz), o darampredoù a oa deuet da vout luzhiet hag ar c’houplad en doa c’hoant en em zispartiañ. Neuze, pa o deus en em gavet e kreiz an hent, war ar voger, o deus benn ar fin graet ur moumoun ha war-lerc’h o deux pellet an eil diouzh egile. E 1995, war-lerc’h lazhadeg eizh mil bosniz gant an arme serbeg e-pad brezel Yougoslavia, e ziskuilh an arzourez al lazhadeg-mañ gant an oberenn The onion. Gant ar varregezh-se, diskouezet war stumm ur video, e vez gwelet an arzourez o zebriñ un onioñs kriz en ul leñvañ gant an heug hag en ur glemm eus he buhez. Gwiskadoù an onioñs a skeudenn gwiskadoù ar vuhez hag ar maskloù sokiosevenadurel savet gant ar me (an ego) evit kuzhat hon gwir idantelezh. Neuze, The onion a tag krouadur bresk ha faos an idantelezh personel hag an idantelezh vroadel yougoslaviat a-bezh. Bep gwiskad an onioñs a ziskouez ar broadelezhioù disheñvel e gaver er vro. Ouzhpenn-se, an onioñs a skeudenn ar pezh a produ nemet daerennoù evit un douar hag a zo o vervel, diksouez a ra tristidigezh ur c’hañv. War-lerc’h, an onioñs n’en deus ket a galonenn, neuze dizoloet e vez nemet goulot en ur tenañ ar wiskadoù. Taolenniñ a ra ar marv hag ar c’holl.
En em embann a ra an arzourez evel “mamm-gozh an arz barregezhiel”. E 1997 e ginnig ar varregezh Balkan Baroque e Biennale Venizia. En em bac’hañ a ra e-pad pevar devezh evit netaat ur bern eskern gwadek e memes koulz ma eo luc’hvannet war mogerioù ar sal ur video diwar benn istor brezel Yougoslavia.
E 2010 en em gav Marina Abramović hag an arzour Ulay tal-ouzh-tal e-pad ur vunutenn evit barregezh an arzourez er Museum of Modern Art (MoMA).
E 2011 e grou ur pezh-c’hoari diwar he buhez, The Life and Death of Marina Abramović, en ur genlabourat gant Bob Wilson evit ar Manchester International Festival. E 2013 e gemer perzh e grouidigezh Boléro Ravel evit opera Pariz gant Sidi Larbi Cherkaoui ha Damien Jalet.
Un dra e gaver ingal e oberennoù Marina Abramović a zo bezañs ar c’horf anvet ar “body art”. Diarbenn a ra bevennoù ar vuhez hag ar marv, evel ma ziskouez he fezh-c’hoari The Life and death of Marina Abramović e lec’h ma aoz an arzourez he obidoù gant sikour al leurenner pezhioù-c’hoari amerikan Bob Wilson.
E 2013 e genlabour an arzourez gant Lady Gaga evit un arnod-skiantel. Ar pal a zo krenvaat kizhidigezh fizikel ha speredel ar ganerez. En un atersadenn embannet e 2014 e lavar Marina Abramović war ar sujed-mañ “Lady Gaga he deus 43 milion a selaouerien. N’ez eus arzourien ebet en deus ur publik a seurt-se. Neuze, un doare all eo skignañ an arz.” Awenañ a ra ivez ar c’haner Jay-Z, en e gostez eo e-barzh e video Picasso Baby e 2013. Met, tamallet eo eus satanegezh evit he oberenn Devils Heaven, diskouezet evit ur fest aluzenus e souten ar Robert Wilson’s Watermill Center. Ouzhpenn, abaoe ar bloavezhioù 1990 e ra predoù, anvet Spirit Cooking, a zegas soñj eus predoù tuddebrer. E 2015 he deus da skouer kinniget evel plad ur poupinell e wastell lakaet e-barzh ul lipig ruz.
E 2021 e ziouel ar monumant Mur de cristal en larmes en enor da gouzañverien lazhadeg Babi Yar e Kiev, e Ukrainia.
He deroù er bed arzel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Memes ma he doa darampredoù luzhiet gant he mamm, an hini-mañ he deus memestra bountet he merc’h e bed an arzoù, dreist-holl dre al livadurioù. He livadurioù kentañ hag he fotoioù bugaleaj a sikour da gompren penaos he deus an arzourez troet war zu ur spered-krouiñ. An diskouezadeg The cleaner, e Beograd e 2017, a zistro war he deroù e bed ar foto hag al livadur.
Buhez personel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]He bec’hioù psichek hag he zromaoù en arbenn d’he bugaleaj ha d’he zud o deus ur plas pouezus en he arz. Marina Aramović a ziskouez dre he arz e glask tremen hebiou he zroamoù dre he barregezhioù. Labour a ra ha bevañ a ra e gêr New York. E miz Here 1971, da 25 vloaz, e zimez gant an arzour Nesa Paripovic, kejet he doa gantañ e Akademiezh Arzoù-kaer Beograd e 1965. Met e 1976 en em zisparti dioutañ evit mont gant an arzour Ulay. War-lec’h e zimez gant an arzour Paolo Canevari, chom a ra gantañ betek 2010. Neuze, benn ar fin e vev he unan en ur ranndi e Tribeca.