Marijo Mellouët
Marijo Mellouët a zo bet ganet e Bro-Leon, merc'h da Auguste hag Yvette Mellouët. C'hoar eo da b/Pierrick Mellouët.
Stourmerez yezh ha sevenadur Breizh e oa-hi. Ar stal levrioù brezhonek Penn-Da-Benn, plasenn Sant Mikel e Kemperle, he doa dalc'het etre 1996 ha 2022, p'eo marvet d'an oad a 56 vloaz. Eno e veze pedet an emsav sevenadurel evit sonadegoù, lennadegoù, sinadurioù ha prezegennoù liesseurt, o reiñ ur plas brav d'ar brezhoneg.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri bugel he deus desavet gant Fañch Bideault, emsaver politikel.
Kuzulierez ti-kêr Kemperle eo bet etre 2008 ha 2014. Perzh e oa deus kuzul merañ Ti Ar Vro Bro Kemperle abaoe e grouidigezh. Perzh e oa evit Penn-Da-Benn deus bodadeg al levrdiez dieub e Breizh, Kenstroll. Kengrouet he doa Strollad ar Maouezed evit gwirioù ar vugale hag ar maouezed, enep an doareoù harz boufon ha direizh implijet gant ar polis, a lakae da bal souten ar familhoù, ha brudañ ur wregelouriezh elfennel da vare an arrestadoù lies e fin an XXvet kantved.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kemenadenn marv, 22 a viz Gouere 2022.
- (fr) Marijo Mellouet, fondatrice de la librairie Penn-Da-Benn à Quimperlé, Le Télégramme, 19 a viz Gouere 2022.
- Collectif des Femmes pour le droit des enfants et des femmes contre les méthodes d'interpellation brutales et disproportionnées des forces de l'ordre, [Strollad ar Maouezed evit gwirioù ar vugale hag ar maouezed, enep an doareoù harz boufon ha direizh implijet gant ar polis].
- Bed al levr e Breizh, Kejadenn gant Marie-Jo Mellouet, Radio Boa, 15 C'hwevrer 2014.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |