Marie Sophie von der Pfalz

Eus Wikipedia
Marie Sophie von der Pfalz, Rouanez Portugal
He fried, Pedro II Portugal

Marie Sophie Elisabeth von der Pfalz (* 1666 en Düsseldorf; † 1699 en Lisboa), pe Maria Sofia e portugaleg, a oa Rouanez Portugal.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Philipp Wilhelm von der Pfalz (1615–1690) ha d'e eil pried Elisabeth Amalie von Hessen-Darmstadt (1635–1709), ur verc'h da Georg II von Hessen-Darmstadt. He c'hoar henañ Eleonore Magdalene von der Pfalz a oa dimezet d'an Impalaer Santel.


Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He c'hoar Maria Anna von der Pfalz-Neuburg (1667-1740), priñsez alaman eus Tiegezh Neuburg evelti, a oa rouanez Spagn, dimezet da Carlos II, roue Spagn. Hi eo a alias roue intañv Portugal, Pedro II, a oa intañv abaoe pevar bloaz, da c'houlenn dorn Marie Sophie, 20 vloaz d'an ampoent.

Kaset e voe ur c'hannad dreistordinal, Manuel Teles da Silva, kentañ markiz Alegrete, davet Philipp Wilhelm von der Pfalz, tad Marie Sophie, tonket ar marc'had, ha sinet kontrad e 1687. 100 000 florin he doe en argouroù.

Eurediñ a reas Marie Sophie ha Pedro II Portugal e Lisboa d'an 11 a viz Eost 1687.

Eil pried ar roue Pedro II e oa.


He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Seizh bugel he doe Marie Sophie von der Pfalz :

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas da 33 bloaz.