Mont d’an endalc’had

Marie-Josée Croze

Eus Wikipedia
Marie-Josée Croze e Cabourg e 2016

Marie-Josée Croze, ganet d'an 23 a viz C'hwevrer 1970 e Montreal, zo un aktourez kebekat divroet gall. Brudet eo bet dre he rolloù er filmoù eus Kebek, Maelström gant Denis Villeneuve, e 2000, hag Les Invasions barbares gant Denys Arcand, e 2003. Priz an aktourez wellañ a zo aet ganti e Festival Cannes 2003 evit ar roll-se. Ar bloaz war-lerc'h he deus c'hoariet ur roll bihan e Munich gant ar filmaozer hollvrudet stadunanat Steven Spielberg. E 2006 he deus graet berzh e Bro-C'hall gant ar thriller Ne le dis à personne hag an drama Le Scaphandre et le Papillon. E miz Du 2012 he deus kemeret perzh e juri Festival etrebroadel ar film Marrakech. E miz Kerzu eo deuet da vezañ ur geodedourez c'hall ouzhpenn bezañ kanadian.

Marie-Josée Croze e Deauville e 2012

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]