Mont d’an endalc’had

Marie-Georges Picquart

Eus Wikipedia
Marie-Georges Picquart e 1906.

Marie-Georges Picquart, ganet d'ar 6 a viz Gwengolo 1854 e Strossburi (Elzas)[1] ha marvet d'an 19 a viz Genver 1914 e Amiens (Somme), a oa ur soudard ha politikour gall. Brudet eo evit ar roll en doa bet en Afer Dreyfus.

E Geudertheim, ma oa bet anvet e dad da dailhanter, e tremenas Marie-Georges Picquart deroù e vuhez. Kuitaet e voe Elzas gant ar familh Picquart e 1871, goude ar brezel hag an aloubadeg alaman, evit mont da chom da Versailhez. Rollañ a reas Marie-Georges Picquart en arme c'hall. Stummet e voe e skol Saint-Cyr, e-lec'h ma echuas e pempvet plas e rummad. Kemer a reas perzh e emgannoù en Aljeria hag en Tonkin, a-raok distreiñ da Vro-C'hall. E miz Gouere 1895 e voe anvet e penn « Rann Statistikoù an Eil Burev », da lavaret eo bodad titouriñ an arme[2].

Afer Dreyfus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Mae 1896 e tiskoachas ar « Petit bleu », ur pellskrid hag a broue e oa inosant ar c'habiten Dreyfus ha kablus Esterhazy. Reiñ a reas ar prouennoù da Auguste Scheurer-Kestner, besprezidant ar Sened, a grede e digablusted Dreyfus ivez. Abalamour da se e voe reformet gant an arme ha kaset d'an toull-bac'h. D'an 12 a viz Gouere 1906, goude an eil prosez, Dreyfus a voe degemeret en arme adarre, evel Marie-Georges Picquart, a voe anvet da jeneral rann-arme. Un nebeud devezhioù war-lerc'h e voe kemeret penn ar gouarnamant gall gant Georges Clémenceau, pennskridaozer ar gazetenn L'Aurore he doa embannet ar pennad J'accuse...! e 1898 gant Émile Zola. Marie-Georges Picquart a voe anvet neuze da Vinistr ar Brezel d'ar 25 a viz Here 1906, betek an 20 a viz Gouere 1909[2].

Adalek miz C'hwevrer 1910 e kemeras Picquart plas ar jeneral Joffre e penn an Eil Korf-Arme diazezet e Amiens. Eno e varvas d'an 19 a viz Genver 1914 diwar gloazadennoù tapet pa oa kouezhet diwar varc'h.

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]