Marichal
Marichal a c'hell bezañ un anv-kadarn pe un anv-divoutin.
E derou ar Grennamzer, an den karget d'ober war-dro ar c'hezeg emgann e oa ar marhskalk, ger frankek tremenet er brezhoneg dre ar ger galleg, maréchal. Un den all a rae war-dro boued hag aezamant ar c'hezeg hag al loened all, fourer e anv.
Diforc'hioù e-keñver an obererezh a zeuas war wel : ar marichal a lojeiz a blede, da gentañ, gant merañ marchosioù e vagad milourel, hag ar marichal-kezeg, dezhañ ar vicher, pe vilourel, pe sivil, houarnañ ha parañ ar c'hezeg.
Ar c'honestabl, eus al latin comes stabuli ("kont ar marchosioù"), er Grennamzer uhelañ, a oa e penn merañ ar c'hezeg emgann da gentañ. Adalek mare ar Veroveed e teuas da vezañ anv pennoù arme ar roue gall, koulz hini Bro-Saoz ha broioù nes.
Lesanvioù ha gradoù milourel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad pennañ : Marichal (arme)
En Istor e voe implijet marichal evit meur a garg hag evit enoriñ ur penn milourel war an ton uhelañ e meur a vro :
- Marichal a lojeiz, rez milourel , lesanv milourel roet da is-ofisourien an armeoù war varc'h (archeriezh bet war varc'h gwechall ha marc'hegerezh)
- Marichal ar Roue, lesanv milourel roet da ofiserioù uhel ar Franked, pennoù ar varc'hegerezh a-raok ar roue Fulup II Bro-C'hall
- Marichal-kamp, ofisourien uhel an tirlu, dindan ar Renad kozh gall
- Marichal an Impalaeriezh, lesanv milourel an daou Impalaeriezh gall
- Marichal (Alamagn), "Generalfeldmarschall" (berraet gant « feld-marichal » d'an aliesañ), lesanv milourel ha renk milourel uhelañ e Alamagn
- Marichal Bro-C'hall, renk milourel uhelañ e Bro-C'hall
Anvioù-familh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez Marichal, un anv-familh anezhañ :
pe diwar brezhonekaat an anv oficiel
- Jak ar Marichal (1878-1945)
pe evel un anv-familh orin, diwar ar pikardeg pe an izelvroeg
- Robert Marichal (1904-1999), istorour ar Grennamzer
- Thierry Marichal (1973-), marc'hhourner belgat