Maria d'Este
Neuz
Maria d'Este (Modena, 1644 – Parma, 1684) a oa ur briñsez italian, dugez Parma evel trede pried an dug Ranuccio II Farnese.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h oa da Francesco Iañ d'Este dug Modena ha Reggio ha da Maria Farnese, merc'h da Ranuccio Iañ Farnese, dug Parma ha Piacenza
Dimezet e oa he c'hoar henañ Isabella d'Este (1635-1666) e 1666, d'he c'henderv Ranuccio II Farnese, dug Parma. Mervel a reas Isabella e 1666. Klask a reas an dug intañv Ranuccio addimeziñ d'he c'hoar Maria, e geniterv ivez eta. E miz Here 1667 e voe graet an eured.
Mervel a eure Maria d'Este e 1684.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nav bugel o doe, met gant ar varventez a rene d'ar c'houlz-se ne voe nemet tri ac'h eas da vras:
- Isabella Francesca Maria Farnese (1668-1718), leanez
- Victòria Maria Francesca Farnese (1669-1671)
- ur mab (1671)
- div c'hevellez:
- ur mab (1674)
- Elionor Farnese (1675)
- Francesco Farnese (1678-1727), dug Parma ha Piacenza adal 1694;
- Antonio Farnese (1679-1731), diwezhañ dug Parma ha Piacenza eus an Tiegezh Farnese, adal 1727.