Maria Portugal (1342-1367)

Eus Wikipedia

Maria Portugal (1342-1367), a oa infantez Portugal. Merc'h e oa da Pedro Iañ Portugal, ha da Constança Manuel, eus Rouantelezh Kastilha.


Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1354 e voe dimezet d'ur c'henderv, Fernando Aragon, markiz Tortosa, infant Aragon. Hennezh a oa ganet e 1329, hag a oa pemzek vloaz koshoc'h eviti. Mab e oa da Leonor Kastilha, infantez Kastilha, ha d'ar roue Alfonso IV Aragon. Bugel ebet n'o doe: gaonac'h e oa Maria.

Lazhet e voe Fernando e 1363, gant e hantervreur Pedro IV Aragon.

Goude[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou dra disheñvel a gonter.

Distro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Distreiñ a reas Maria da Bortugal. Mervel a reas e 1367, da 25 bloaz, e kêr Aveiro, ha beziet e voe e Kouent Coimbra.

Chomadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chom a reas Maria en Aragon ur pennad. E 1370 e reas anaoudegezh gant un denjentil eus kêr Genova, Badasal de Espínola, hervez kronikenn Fernão Lopes (1380-1460) kronikour portugalat. Mervel a reas neuze goude 1371.