Mont d’an endalc’had

Maria Luise Albertine zu Leiningen-Dagsburg-Falkenburg

Eus Wikipedia
Marie Luise Albertine von Hessen-Darmstadt, poltred gant Johann Christian Fiedler, wzar-dro 1753.
Maria Luise Albertine gant he fried Georg Wilhelm von Hessen-Darmstadt hag o bugale e 1753
Ar Briñsez George (um 1790)

Maria Luise Albertine zu Leiningen-Dagsburg-Falkenburg (1729−1818), lesanvet Priñsez Georg, a oa hêrez baronelezh Broich ha priñsez Hessen-Darmstadt dre zimeziñ. Mamm-gozh e oa d'ar Rouanez Luise von Mecklenburg-Strelitz, a voe rouanez Prusia, ha kelennerez dezhi

Maria Louise Albertine a oa merc'h d'ar c'hont Christian Karl Reinhard von Leiningen-Dachsburg-Falkenburg-Heidesheim (1695–1766) ha d'e bried ar Gontez Katharina Polyxena von Solms-Rödelheim (1702–1765). Goude marv he zad e oa hêrez baronelezh Broich ha kregiñ a reas da labourat gant an tisavour Nicolas de Pigage da nevesaat ha brasaat kastell Broich. En 1806 e voe diskaret ar varonelezh gant Napoleone Buonaparte, hag en 1815 e voe kemeret Broich gant Prusia.

D'ar 16 a viz Meurzh 1748 e timezas d'ar priñs Georg Wilhelm von Hessen-Darmstadt, breur d'al Landgrav Ludwig IX von Hessen-Darmstadt en Heidesheim am Rhein. Dre ma oa Ludwig IX o chom e Pirmasens, e kave dezhi e ranke-hi, goude marv e bried e 1774, dileuriañ ar vro er gêr-benn, Darmstadt.

He div verc'h, Friederike ha Charlotte a voe kentañ hag eil pried ar Priñs Karl II von Mecklenburg-Strelitz. An div briñsez a varvas er gwilioud, planedenn maouezed e-leizh en amzerioù-se.



Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Claudia von Gélieu and Christian von Gélieu: The teacher of Queen Louise: Salomé de Gélieu, Regensburg 2007, ISBN 978-3-7917-2043-2
  • Carsten Peter Thiede and Eckhard G. Franz: Years with Louise of Mecklenburg-Strelitz, Archive for History of Hesse and Archaeology, Vol 43, Darmstadt 1985