Maria Kristina Kiellström
Maja Stina (Maria Kristina) Kiellström, ganet d'ar 15 a viz Mezheven 1744 e Stockholm ha marvet eno ivez d'an 20 a viz Genver 1798, a oa ur sidanerez svedat.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa en un tiegezh paour e Stockholm, ha mervel a reas he mamm pa ne oa nemet 5 bloaz. He zad, Johan Kiellström, en doa dilezet an arme abalamour ma oa tapet gant an droug-sant hag a laboure da naetaat ar straedoù.
Pa oa 14 vloaz ez eas da labourat evel matezh. Pemp bloaz goude, e 1763, e oa micherourez en ul labouradeg sidan. E 1765 he doe ur verc'h hag a varvas eizhtez goude deiz he ganedigezh, bet digant un denjentil hag en devoa prometet dezhi dimeziñ ganti.
A-hed ar bloavezhioù-se e vije bet ul liboudenn, goude ma n'eus ket a brouenn hervez an istorourien. Ne voe harzet nemet ur wech ha ne oa ket abalamour d'ar gasterezh. E 1767 e voe harzet gant poliserien peogwir e touge dilhad sidan, un dra difennet d'al labourerien gant lezennoù met lezet e voe da vont dre ma oa micherourez el labouradeg sidan ha dre se aotreet da wiskañ sidan.
War-dro an amzer-se eo en em gavas gant Bellman moarvat. Meur a wech e reas gant an anv Winblad, anv he lezvamm, Catharina Elisabeth Winblad.
E 1772 e timezas da Eric Nordström, ur mignon kozh da Bellman, a skoazellas anezhañ da gavout labour er maltouterezh e Norrköping. Gwallevurus e voe Maria ha gwallgaset e veze gant Nordström.
E 1781 e chomas intañvez, distreiñ da Stockholm, hag e 1786 e timezas da Erik Lindståhl, 11 vloaz yaouankoc'h. Hervez a gonted e oa ur gaer a vaouez c'hoazh neuze.
Mervel a reas da 54 bloaz e Stockholm.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Maria Kristina Kiellström an hini he deus awenet ar sonaozour svedek Carl Michael Bellman pa grouas an dudenn, kourtizanez ha gast, Ulla Winblad. A-hervez e kave diaes Maria hag he fried an doare ma oa bet poltredet gant Bellman, ha mezhekaet e veze abalamour d'he gwaz.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Artikel i Dagens Nyheter, 070726.
- Matz, Edvard: Carl Michael Bellman – Nymfer och friskt kalas, Historiska Media, Lund 2004. ISBN 91-89442-97-0.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bellman.net om Ulla Winblad och Maija-Stina Kiellström
- Artikel i Dagens Nyheter, 070726.
- Matz, Edvard, "Carl Michael Bellman – Nymfer och friskt kalas" (2004)