Maria Josepha Aostria (1751–1767)

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Disambiguation.svg Ur pennad Maria Josepha Aostria zo ivez.
Maria Josepha Aostria (1751–1767)
Maria Josepha Aostria, poltredet gant Anton Raphael Mengs e 1767.

Maria Jozefa Aostria (Maria Josepha von Österreich en alamaneg), bet ganet e 1751 e Vienna ha marvet eno e 1767 da 16 vloaz a oa un arc'hdugez aostrian.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa d'an impalaerez Maria Theresia ha d'an impalaer Franz Iañ Stephan; o daouzekvet bugel e oa.

Klask a rae he zud tostaat Tiegezhioù Aostria ha Bro-C'hall.

Prometet e oa bet dorn he c'hoar Johanna Gabriele von Österreich da Ferdinando IV, roue Naplez ha Sikilia (1751-1825), met marvet e oa ar briñsez en 1762 gant ar vrec'h, evel he breur Karl er bloaz a-raok.

Evel he breur hag he c'hoar e varvas gant ar vrec'h, e 1767, da 16 vloaz, goude bet, war c'houlenn he mamm, o pediñ war bez he c'hoar-gaer Maria Josepha von Bayern marvet ivez gant ar vrec'h, un nebeud mizioù a-raok (mae 1767).

Goude he marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Neuze e voe prometet dorn he c'hoar Marie-Caroline da Ferdinando, ha dimeziñ a rejont, bloaz goude. Da fall e troas ar briedelezh-se, ma voe skoet spered ar yaouankañ eus merc'hed an impalaerien, Marie-Antoinette, prometet he dorn da Loeiz, daofin Bro-C'hall.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.