Margareta Slots

Eus Wikipedia
Margareta Slots hervez ar maen-bez en iliz Vada.
Margareta Slots hag he fried Jakob Trell en iliz Vada.

Margareta Slots pe Margareta Cabiljau (marvet e 1669) a oa serc'h Gustav II Adolf (1594-1632), roue Sveden, ha mamm e vab bastard Gustav Gustavsson Wasaborg.

Merc'h e oa d'ar marc'hadour izelvroat Abraham Cabiljau ha d'e bried Maria van Leest. E-pad brezel Ingria en em gavas Margareta gant Gustav e seziz Pskov en 1615. D'ar mare-se e oa dimezet d'an ijinour izelvroat Andries Sessandes, a varvas er brezel e Pskov ur pennadig goude (Here 1615).

E 1616 e c'hanas ur mab, Gustav Gustavsson ; Gustav a anavezas he mab hag a roas ul leve dezhi. Neuze e timezas Margareta d'ar miliner-paper Arendt Slots, a varvas un toullad bloavezhioù goude, ha neuze d'an artilher Jakob Trell (marvet e 1632). Roet e oa bet dezhi un domani e Benhamn en Uppland, ma vevas gant he friedoù, en ur c'houlenn profoù bep an amzer digant ar roue.

En 1625 e voe gourdrouzet gant ar beli Jakob Galle a venne kemer he madoù goude m'he devoa miret ouzh he merourien da gemer perzh el labour evit ar roue. Mont a reas da-gaout Galle, goulenn outañ ha ne ouie ket e oa roet dezhi gwirioù-dreist gant ar roue, ha neuze reiñ ur walennad dezhañ, ha leuskel he c'hoskor d'e vazhata. Mervel a eure Galle diwar e c'hloazoù, ha tamallet e voe Margareta da vezañ muntret bali ar roue. Met tra ebet ne c'hoarvezas diouzh a ouzer.

En 1630, pa n'o devoa darempred ebet ken, e tegouezhas adarre gant ar roue.

Mervel a reas e 1669. Beziet e voe e-kichen he fried Jakob Trell en iliz Vada, e-kichen Vallentuna, en Uppland.