Mont d’an endalc’had

Margaret Atwood

Eus Wikipedia
Margaret Atwood
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKanada Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMargaret Atwood Kemmañ
Anv-bihanMargaret, Eleanor Kemmañ
Anv-familhAtwood Kemmañ
Deiziad ganedigezh18 Du 1939 Kemmañ
Lec'h ganedigezhOttawa Kemmañ
TadCarl Edmund Atwood Kemmañ
PriedGraeme Gibson Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, saozneg, Canadian French Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Bet war ar studi eVictoria College, Leaside High School, Radcliffe College, Skol-veur Harvard, Skol-veur Harvard Kemmañ
Lec'h annezToronto, Essex County, Ottawa Kemmañ
Lec'h labourToronto Kemmañ
Deroù ar prantad labour1961 Kemmañ
Diellaouet gantThomas Fisher Rare Book Library Kemmañ
Ezel eusAmerican Academy of Arts and Sciences, Royal Society of Literature, Kevredigezh Roueel Kanada Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://margaretatwood.ca Kemmañ
Dedennet gantpopularisation of science, skiantoù ar vuhez, istor milourel Kemmañ

Margaret Atwood a zo ganet d’an 18 a viz Du 1939 e Ottawa (Kanada). Ur skrivagnerez romantoù, ur varzhonegourez hag ur skridvarnourez lennegel eo. Hi zo unan deus ar skrivagnerezed kanadian anavezetañ dre m’he deus skrivet The Handmaid’s Tale.

Bugaleaj ha deskadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo d’an 18 a viz du 1939 e Ottawa, en Ontario. Margaret Atwood a zo merc’h da Carl Edmund Atwood ha Margaret Dorothy Killiam.

Kroget he deus da skrivañ da c’hwezek vloaz hag adalek ar mare-se he deus choazet da vezañ skrivagnerez. E 1957, kroget he deus he studi e skolaj Victoria, e skol-veur Toronto. Bet he deus ar vachelouriezh e 1961. Kenderc’hel he deus gant e studioù e skol-veur Harvard hag e Radcliffe College, betek tapout un diplom war al lennegezh saoz e 1962. Astennet he deus he studioù e-pad pevar bloavezh e skol-veur Harvard.

Buhez prevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1968, eurediñ a reas Margaret Atwood gant Jim Polk, met ne badas ket kement dre ma tispartijont pemp bloaz goude e 1973. Da c’houde e timezas gant Graeme Gibson, ur skrivagner. E 1976, Margaret e wilioudas deus e verc’h Eleanor Jess Atwood Gibson.

Engouestladur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Genver 2009, ur gudennadur a grogas e Toronto diwar benn ul levr he doa skrivet, anvet The Handmaid’s Tale. Tamallet e oa, dre m’az eo feuls, enepkristen hag enep d’an islam. Ne 'z eas ket pell ar gudennadur-se dre ma vo lakaet da gostez .

E 2018, goude e vije bet kevelerezh evit azasaat The Handmaid’s Tale evit ober un heuliadenn etre Hulu hag gant an aozadur evit difenn gwirioù ar merc’hed Equality Now, Atwood a reas ur brezegenn :

“N’on ket ur gwir stourmerez, n’on nemet ur skrivagnerez dilabour ha ouzh piv vez goulennet alies komz deus sujedoù a c’hellfe terriñ gopr ar merc’hed gant ul labour, o defe da gomz deus ar sujedoù-se. C’hwi zo gwir stourmerien e Equality Now, emichañs e vo roet deoc’h gant an dud kalzig a arc’hant evit ma c’hellfec’h lakaat e plas lezennoù diwar-benn an ingalded ha stourm betek ma vefe lakaet e plas al lezennoù-se evit gwir. Evel-se e vefe posubl d’ar merc’hed kreskiñ hep soñjal e vo serret an norioù dezho dre ma z’int merc’hed.”

Skrivet eo bet ganti 33 romant, 13 danevell, 18 barzhoniezh, daou levr evit ar vugale hag unnek skrid. An oberennoù anavezetañ eo The Handmaid’s Tale, Cat’s Eye, Captive, The Blind Assassin hag Oryx and Crake.

  • The Edible Woman, Toronto, McClelland & Stewart, 1969, 281 p.
  • Surfacing, Toronto, McClelland & Stewart, 1972
  • Lady Oracle, Toronto, McClelland & Stewart, 1976
  • Life Before Man, Toronto, McClelland & Stewart, 1979
  • Bodily Harm, Toronto, McClelland & Stewart, 1981
  • The Handmaid's Tale, Toronto, McClelland & Stewart, 1985, 311 p.
  • Cat's eye, Toronto, McClelland & Stewart, 1988, 420 p.
  • The Robber Bride, Toronto, McClelland & Stewart, 1993, 546 p.
  • Alias Grace, Toronto, McClelland & Stewart, 1996, 470 p.
  • The Blind Assassin, Toronto, McClelland & Stewart, 2000, 536 p.
  • Oryx and Crake, Toronto, McClelland & Stewart, 2003
  • The Year of the Flood, Toronto, McClelland & Stewart, 2009, 448 p.
  • MaddAddam, Toronto, McClelland & Stewart, 2013, 416 p.
  • The Heart Goes Last, Anchor, 2015
  • Hag-Seed, Hogarth Press, 2016, 289 p.
  • The Testaments, Toronto, McClelland & Stewart, 2019, 432 p.
  • Dancing Girls, Toronto, McClelland & Stewart, 1977
  • Murder in the Dark, Toronto, Coach House Books, 1983
  • Bluebeard's Egg, Toronto, McClelland & Stewart, 1983
  • Wilderness Tips, Toronto, McClelland & Stewart, 1991
  • Good Bones, Coach House Books, 1992, 153 p.
  • Good Bones and Simple Murders, New York, Nan A. Talese, 1994, 164 p.
  • The Labrador Fiasco, Londres, Bloombury, 1996, 64 p.
  • The Tent, Londres, Bloomsbury, 2006, 176 p.
  • Moral Disorder, Toronto, McClelland & Stewart, 2006
  • Stone Mattress: Nine Wicked Tales, Toronto, McClelland & Stewart, 2014, 288 p.
  • Old Babes in the Wood, Toronto, McClelland & Stewart, 2023, 272 p.

Barzhonegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Double Persephone, [ « Double Persephone » ], Toronto, Hawkshead Press, 1961.
  • The Circle Game, [ « Le Cercle vicieux » ], Toronto, Contact Press, 1964,
  • Expeditions, 1965.
  • The Animals in that Country, Boston, Little, Brown and Company, 1968.
  • The Journals of Susanna Moodie, [ « Le Journal de Susanna Moodie » ], Oxford, Oxford University Press, 1970.
  • Procedures for Underground, Boston, Little, Brown and Company, 1970.
  • Power Politics, [ « Politiques de pouvoir » ], Toronto, House of Anansi, 1971,
  • You are Happy, Oxford, Oxford University Press, 1974, 96 p.
  • Selected Poems: 1965-1975, Boston, Houghton Mifflin, 1976.
  • Two-Headed Poems, Oxford, Oxford University Press, 1978.
  • True Stories, Oxford, Oxford University Press, 1981.
  • Love Songs of a Terminator, 1983,
  • Interlunar, Oxford, Oxford University Press, 1984.
  • Selected Poems: 1976-1986, Boston, Houghton Mifflin Harcourt, 1987, 147 p.
  • Morning in the Burned House, [ « Matin dans la maison incendiée » ], Toronto, McClelland & Stewart, 1996.
  • Eating Fire: Selected Poems, 1965-1995, Boston, Little, Brown and Company, 1998
  • The Door, Londres, Virago Press, 2007.
  • Dearly: New Poems, [ « Poèmes tardifs » ],Toronto, McClelland & Stewart, 2020, 136 p.

Levrioù evit ar vugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Up in the Tree, [ « Tout là-haut dans l'arbre » ], Toronto, Groundwood Books, 1978, 32 p.
  • Trio of Tolerable Tales, [ « Trois Contes très racontables » ], Toronto, Groundwood Books, 2017, 52 p.
  • Survival: A Thematic Guide to Canadian Literature, [ « Essai sur la littérature canadienne » ], Toronto, House of Anansi, 1972.
  • Days of the Rebels, 1815-1840, Toronto, Natural Science of Canada, 1977, 128 p.
  • Second Words: Selected Critical Prose, Toronto, House of Anansi, 1982.
  • Through the One-Way Mirror, 1986.
  • Strange Things: The Malevolent North in Canadian Literature, Oxford, Oxford University Press,1995, 126 p.
  • Negotiating with the Dead: a Writer on Writing, Toronto, Anchor Canada, 2002, 256 p.
  • Moving Targets: Writing with Intent, 1982-2004, [ « Cibles mouvantes » ], Toronto, House of Anansi, 2004, 440 p.
  • Writing with Intent: Essays, Reviews, personal prose 1983-2005, New York, Basic Books, 2005.
  • Payback: Debt and the Shadow Side of Wealth, [ « Comptes et légendes : La dette et la face cachée de la richesse » ], Toronto, House of Anansi, 2008, 240 p.
  • Burning Questions, [ « Questions brûlantes » ], Toronto, McClelland & Stewart, 496 p.

Evit The Handmaid’s Tale skrivet etre 1985 ha 1987, resevet he deus Priz ar gouvernour hollek e-barzh ar rummad ramnatoù hag danevellioù e saozneg, hini al Los Angeles Times Book Prize er rummadoù faltaziek hag priz Arthur-C-Clarke. Embannet eo bet al levr-se e 1985 ha gwerzhet eo bet e pep lec’h er bed ha tro milionoù a skouerennoù en holl. Ul levr klasel eo deuet da vezañ ; hemañ en deus degaset he brud da Margaret Atwood, prizioù n’eus c’hoazh hiziv an deiz.  An istor a dremen e Norzhamerika, en ul lec’h m’az eo bet krouet rummadoù merc’hed hag a zo dindan mestroni an holl baotred. Margaret Atwood a ziskuilh ar renadoù totalitaer hag uheldadel en he levr, en ur ziskouez penaos vez stourmet gant ar merc’hed evit gellet bevañ en un doare peurvat.

Embannet eo ar skouerennoù kentañ e-pad ar vrezel yen, ar pezh a lak an dud da seveniñ deus o aon deus ar mirouriezh.

E 1990, al levr a voe azasaet en ur fiñvskeudenn, The Handmaid’s Tale, kaset da benn gant Volker Schlöndorff, ha da c’houde en un heuliadenn e 2017 gant ar strollad Hulu kaset a-benn gant Bruce Miller.

Prizioù gounezet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 1966 ha 2020 eo bet gounezet gant Margaret Atwood pevar friz ha daou-ugent evit he oberennoù.

Margaret Atwood he deus ivez c’hoariet evel dremmourez e-barzh ur film anvet Hochelaga, terre des âmes, kaset a-benn gant François Girard. Ennañ e vez komzet deus krouadur Montréal. Ar skrivagnerez a c'hoari ur varonez saoz a guzhe resistanted kanadian-gall a oa enep d’ar renad breizhveuriat.