Mont d’an endalc’had

Marevezh an adsevel

Eus Wikipedia
Marevezh an adsevel
time interval, dalc'herezh milourel
Rann eushistory of the Southern United States Kemmañ
BroStadoù-Unanet Kemmañ
Lec'hSu ar Stadoù-Unanet Kemmañ
Raklec'hiet gantBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
Heuliet gantGilded Age Kemmañ
Deiziad kregiñ8 Kerzu 1863 Kemmañ
Deiziad echuiñ31 Meurzh 1877 Kemmañ
Darvoud-alc'hwezBrooks-Baxter War, Compromise of 1877 Kemmañ
Abeg pennañsecession in the United States Kemmañ
Abeg kentizhTen percent plan, Reconstruction Acts Kemmañ

Marevezh an adsevel (saozneg: Reconstruction era) a oa bet ar mare en istor stadunanat hag a oa bet dres goude fin brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika (1861–1865). Ur mare trubuilhek e oa gant bec'hioù tro-dro da mammennoù gwirel, sokial, ha politikel degaset gant diskar ar sklaverezh hag adenframmadur ar Stadoù Kengevreet er Stadoù-Unanet. Teir reizhadenn a oa bet ouzhpennet er vonreizh evit reiñ ar geodedouriezh ha gwirioù kevatal d'ar sklaved nevez dieubet. Evit talañ ouzh kement-mañ, ar Stadoù bet kengevreet o devoa lakaet da dalvezout dre lezenn tailhoù dre benn hag arnodennoù lenn ha klasket e oa bet mougañ ha kontroliñ an Afroamerikaned pe dre an dic'hoanag anezho ha betek implij doareoù feulst evit na votfent ket.[1]

A-hed ar brezel diabarzh, an Unvaniezh a oa direnket gant kudennoù liammet ouzh ar penaos merañ an douaroù aloubet, ha penaos d'ober gant ar sklaved o devoa tizhet al liennennoù Unvanet. Arme ar Stadoù-Unanet a oa bet e-kreiz ar jeu evit lakaat da sevel un ekonomiezh dieub labour er Su, o gwareziñ gwirioù ar sklaved dieubet, ha krouiñ ensavadurioù skol ha relijiel evito. Ne oa ket gwall entanet an Unaniezh gant terriñ ar sklavelezh en tiriadoù nevez aloubet, ar C'hendalc'h en doa lakaet da dremen an Aktaoù disgavaelañ a-benn kaout ar gwir da zieubiñ ar sklaved er Su. An tu en devoa roet an aktaoù d'ar prezidant Abraham Lincoln da embann an Emancipation Proclamation.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]