Marcel Callo

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Delwenn Marcel Callo
en iliz Sant Albin e Roazhon

Marcel Callo a oa ur micherour kristen breizhat, bet ganet d'ar 6 a viz Kerzu 1921 e Roazhon.
Stourm a reas er Yaouankiz vicherourel gristen. Peogwir e oa rezistant e-pad an Eil Brezel-bed e voe paket e 1944 ha kaset da gamp-tolpañ Mauthausen en Aostria, nepell diouzh Linz, e-lec'h ma varvas d'an 19 a viz Meurzh 1945 d'an oad a 23 bloaz.

Gwenvidikaet e voe e 1987 gant an Iliz katolik.