Marc'harid Aostria (1522-1586)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Marc'harid Parma

Marc'harid Aostria (Oudenaarde 1522-1586 Ortona), bastardez Karl V ha Johanna Maria van der Gheynst, anavezet ivez evel Marc'harid Parma, pe Margherita d'Austria en italianeg, a oa dugez Parma ha Piacenza, gouarnerez an Izelvroioù spagnol (1559-1567) evit he hantervreur Felipe II , Roue Spagn.

He buhez[kemmañ]

Merc'h e oa da Johanna Maria van der Gheynst, matezh e ti Charles de Lalaing, Aotrou Montigny. Savet e voe en tiegezh Douwrin, dindan evezh he gourvoereb, an arc'hdugez Marc'harid Aostria (1480-1530), hag he moereb Maria Aostria, a voe gouarnerezed an Izelvroioù o-div, an eil war-lerc'h eben, adal 1507 betek 1530, hag adal 1530 betek 1555. E 1527, pa oa pemp bloaz, e voe prometet da niz ar pab, Alessandro de' Medici, Dug Firenze, evit kreñvaat levezon he zad en Italia. Krog e oa ar marc'hata adal 1526, hag e 1529, e voe sinet un emglev ofisiel etre a pab hag an impalaer. E 1529 e voe anavezet gant he zad impalaer ha roet e voe dezhi an anv a Varc'harid Aostria. E 1533, e voe kaset da Italia. Meur a yezh a ouie, hogen buan e kavas gwelloc'h ober gant an italianeg.

Kentañ eured : Firenze[kemmañ]

E 1536, da 14 vloaz, e voe dimezet da Alessandro de' Medici (1510-1537) lesanvet il Moro , dug-meur Toskana. Bloaz goude, e 1537, e voe lazhet an dug.

Eil eured :Parma[kemmañ]

Marc'harid Parma, gant Antonio Moro, 1562, Berlin.

Goulennet e voe dorn an intañvez yaouank gant ar pab Paol III, en 1538, evit e vab-bihan Ottavio Farnese, mab da Pier Luigi Farnese, dug pennhêr Castro. Marc'harid avat, seitek vloaz dezhi, bet dugez Firenze, he dije bet c'hoantaet un dimeziñ gwell eget an Ottavio naontek vloaz-se, ha ne oa netra nemet mab un dug disterig. Karantez outañ n'he devoa ket, goude ma ne baoueze ket ar pab da verniañ enorioù, kargoù, ha madoù war divskoaz e vab-bihan. Plegañ avat a rankas-hi ober, met gwisket en du eo ez eas d'en em ginnig da Roma, evit diskouez hec'h enebiezh en un doare splann.

D'ar 4 a viz Du e voe graet an eured er Chapel Sistina dirak ar pab. Paol III a boanias da lakaat reiñ dezhi madoù he c'hentañ pried e Roma, a felle d'an Tiegezh Medici mirout. Ne voe ket evurus buhez an daou bried. Ne oa ket Ottavio un den tener , na paotr a gompren. Ha Marc'harid a glaske chom hep seveniñ hec'h eured ha ne oa ket troet gant ar baotred, pezh a lakae an teodoù da vont en-dro. Gwelloc'h e kave lez Medici Firenze.

Hervez ar c'heleier kaset da Garl V e seblante ar pab hag he zad-kaer frealziñ anezhi e-keit ma veze Ottavio o c'hoari an diaoul hag e bevar evel ne zeree ket ouzh mab-bihan ur pab.

En 1545 e c'hoarvezas daou dra a bouez: krouet e voe dugelezh Parma evit Pier Luigi Farnese, ha da-heul e voe laosket dugelezh Castro gant Ottavio, ha genel daou c'hevell a reas Marc'harid. Dugez Castro e voe e-pad daou vloaz, betek 1547, pa varvas Pier Luigi, ha setu Ottavio deuet da vout dug Parma.

D'ar 27 a viz Eost 1545 e c'hanas Marc'harid Aostria he daou vab, Carlo hag Alessandro. Badezete voent e Sant'Eustachio, dirak naontek kardinal ha paeroned illur,an Impalaer Karl V ha rouanez Bro-C'hall.


Dibenn he buhez[kemmañ]

En em dennañ a reas da Namur en 1582. Aotreet e voe gant Felipe II da zistreiñ da Italia en 1583. Mervel a eure en Ortona en 1586.

Dimezioù ha bugale[kemmañ]

Dimezet e voe div wech:

  1. e 1536 da Alessandro de' Medici lesanvet Il Moro (war-dro 1510-1537), dug-meur Toskana, divugel ;
  2. e 1538 : da Ottavio Farnese (1524-1586), dug Parma, daou vab dezho.