Maracas

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Marakas)
Maracas a c'hiz kozh

Ar maracas (ger spagnolek lies) a zo ur benveg-seniñ eus Amerika Latin, anezhe div voull gleuz e penn un troadig d'o derc'hel e pep a zorn ha d'o hejañ. Graet e vezont gant koad, pe lêr peurvuiañ, met e mezell (pe plastik) ivez bremañ zoken.
E-barzh e vez lakaet tammoù gwer pe greun, riz ivez a-wechoù, d'ober trouz. Implijet e vezont e Venezuela, e Kuba, e Puerto Rico da skouer.

Pijao[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maraca Pijao

Un doare maraca zo anvet maraca pijao, peogwir e teu eus ar bobl Pijao e Colombia. Un tamm brank kleuz eo, lakaet greun enni, ha stouvet en daou benn, hag a vez hejet gant ar soner.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Kolombia Kolombia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maracas a vez da son cumbia.

Venezuela Venezuela[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chile Chile[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn eus ar benveg, eo eus ar gisti e vez lavaret maracas.

Uruguay[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Uruguay e vez graet an anv maracas eus ar binvioù-seniñ hag eus ar baotretaerien.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.