Mont d’an endalc’had

Maouezed ar Gimbred

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Maouzed ar Gimbred)
Maouzed ar Gimbred e-barzh De mulieribus claris skrivet gant Giovanni Boccaccio, livet gant Robinet Testard, XVvet kantved

Brezel ar Gimbred (113–101 kent JK) a voe etre ar Republik roman ha meuriadoù germanek ha keltiek : ar Gimbred, an Deutoned, Ambroned ha Tigurini, a zivroas eus ledenez Jutland war-zu ar c'hreisteiz. Brezel ar Gimbred e oa ar wech kentañ abaoe an Eil brezel punek ma oa Italia ha Roma hec'h-unan en arvar bras. An hini kentañ eus meur a emgann gant meuriadoù german e voe, emgannoù hag a badas kantvedoù, en istor ar Romaned.

E dibenn brezel ar Gimbred, war-dro 100 kent J.-K., e oa bet lazhet pe sklavaet an holl wazed. An dud chomet bev, maouezed gant o bugale, a gandalc'has d'en em gannañ. En ur stourm diwezhañ e tivizjont lazhañ o bugale ha goude-se, en em lazhañ o-unan[1].

En e levr, De mulieribus claris, e klaskas Giovanni Boccaccio displegañ oberoù ar merc'hed-se evel un arvez all eus karantez ar mammoù, da espern d'o bugale ur vuhez sklaverezh : goulenn a rejont bezañ kaset da Roma evit dont da vezañ leanezed dindan ar Gwerc'hezed Vestal, ha goude ma oa bet nac'het gant ar Romaned e tivizjont, ur wech c'hoazh, o zonkadur o-unan.

  1. ↑ (en) The Wives of the Cimbrians, 21/10/2020, Folia magazine, Franco Cosimo Panini Editore