Mont d’an endalc’had

Manurhin MR 88

Eus Wikipedia
Manurhin MR 88


Ur revolver Manurhin MR 88 implijet gant an ONF gall
Kinnig
Bro Frañs Frañs
Doare Revolver daou ober (DA)
Munisionoù .38 Special hepken (stumm DX)
.38 Special / .357 Magnum (stumm SX)
Produer Manurhin (da gentañ)
Chapuis Armes
Mare implij Abaoe 1981
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) Etre 0,930 kg hag 1,128 kg hervez an adstumm
Hirder 193 mm da 282 mm
Hirder ar c'hanol 64 mm da 152 mm (2"1/2 da 6")

Endalc'h Taboulin 6 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Manurhin MR 88 zo ur revolver dezhañ ur blatinenn un-ober ha daou-ober produet hiziv-an-deiz gant an embregerezh Chapuis (ha Manurhin da gentañ). Stumm sivil ar Manurhin F1/X1 Spécial Police eo, un arm bet savet evit ar polis gall evit kemer plas ar Manurhin MR 73, a oa re goustus hervez ar velestradurezh.

Un daboulin c'hwec'h kartouchenn en deus an MR 88. En inoks emañ e framm. Daou stumm a gaver dezhe hirderioù kanolioù disheñvel : an Défense DX, dezhañ ur c'hanol berr (etre 2½ ha 4 meutad) ha kambret e .38 Special hepken evit an nerzhioù polis, hag ar Sport SX, dezhañ kanolioù etre 3 ha 6 meutad, ha kambret e .357 Magnum/.38 Special[1]. Stumm e dir duet anvet S ha D zo anezhe ivez. Ar c'houch a c'haller reoliañ war ar ar stummoù S hag SX hepken.

Kemeret eo bet e blas tamm-ha-tamm gant ar bistolenn SIG Sauer SP2022 goude-se. Implijet eo bet ivez an MR 88 gant polisoù-kêr gall a bep seurt, hag en ONF (bremañ Office Français de la Biodiversité).

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) BASTIÉ Jean-Pierre, CASANOVA Daniel, Les pistolets Manurhin : pistolets automatiques, revolvers et fusils d'assaut, Crépin-Leblond, 2015
  • (fr) CARANTA R., Pistolets & Revolvers d'aujourd'hui, 5 levrenn, Crépin-Leblond, 1998-2009
  1. (fr) Modèles MR 88 DX et MR 88 SX war lec'hienn Chapuis Armes (lennet d'ar 06/01/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan