Manurhin
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Manurhin a oa un embregerezh armoù-tan gall, bet krouet e 1919 dindan an anv Manufacture de machines du Haut-Rhin ha diazezet e Mulhouse (Haut-Rhin). Produiñ a reas mekanikoù evit industriezh ar boued da gentañ, met treiñ a reas e 1922 war-zu ar produiñ munisionoù bihan o c'halibr. Kartouchennoù chase a savas da skouer, dindan an anv merk Fulma. Adalek 1945 e ledanaas e dachenn en ur sevel skouterioù, hag armoù-tan skañv, en ur broduiñ pistolennoù an embregerezh Walther dindan aotre, evel ar PP, ar PPK hag ar P38. Ober a reas ivez fuzuilhoù-arsailh SIG SG 540 dindan aotre er bloavezhioù 1970 ha 1980.
Brud a dapas Manurhin adalek ar bloavezhioù 1970 gant e revolverioù : an MR 73, implijet gant ar GIGN gall da skouer, hag ar Manurhin MR 88, implijet gant polisoù ar vro-se. E 1998 e tivizas gwerzhañ e rann armoù skañv da Chapuis. Er bloavezhioù 2000 e voe adprenet gant ar strolladoù Matra ha Nexter, a-raok bezañ gwerzhet e 2018 d'ar strollad emiratat Emirates Defense Industries Company[1]. Adanvet eo bet Manufacture du Haut-Rhin, hag ispisializet eo bremañ war sevel ha staliañ mekanikoù evit produiñ munisionoù[2].
Produioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Armerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Revolverioù ha pistolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Walther PP (dindan aotre)
- Walther PPK (dindan aotre)
- Walther P38 (dindan aotre)
- MR 73
- MR 88
- MR 93
- MR 96
- RMR

Fuzuilhoù-arsailh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- SIG SG 540 (dindan aotre)
Munisionoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kartouchennoù chase (merk Fulma)
- Obuzioù 20 × 102 mm hag 20 × 139 mm
- Obuzioù 30 × 113 mm (evit kanolioù DEFA ar c'hirri-nij Jaguar, Mirage, Super-Étendard)
- Obuzioù 35 × 228 mm ha 40 mm Bofors
- Roketennoù evit an LRAC F1

Ur skouter Manurhin DKW (1958)
A bep seurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) BASTIÉ Jean-Pierre, CASANOVA Daniel, Les pistolets Manurhin : pistolets automatiques, revolvers et fusils d'assaut, Crépin-Leblond, 2015, 168 p., ISBN 9782703004035
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) PERRU Axel, Manurhin, ancien fleuron de l’industrie française, passe sous contrôle émirien, La Croix, 06/08/2018 (lennet d'ar 07/05/2025)
- ↑ (fr) MANUFACTURE DU HAUT-RHIN (MANURHIN), L'Industrie Recrute (lennet d'ar 07/05/2025)
