Mont d’an endalc’had

Mannlicher M1893

Eus Wikipedia
Mannlicher M1893


Ur fuzuilh Mannlicher M1893 (en nec'h) hag he stumm karabinenn (en traoñ)
Kinnig
Bro Banniel Aostria-Hungaria Aostria-Hungaria
Doare Fuzuilh
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 6,5 × 53 mm R
8 × 50 mm Mannlicher
7,92 × 57 mm Mauser
.22 Long Rifle (stummoù pleustriñ)
Bloavezh krouidigezh 1893
Ijinerien Ferdinand Mannlicher
Otto Schönauer
Produer (ŒWG (Österreichische Waffenfabriksgesellschaft)
Mare implij 1893–Brezel-bed Kentañ (Roumania)
Perzhioù teknikel
(fuzuilh / karabinenn)
Mas (hep kartouchenn) 4,06 kg / 3,29 kg
Hirder 1.227 mm / 978 mm
Hirder ar c'hanol 725 mm / 450 mm

Tizh mont e-maez ar boledoù 731 m/s (e 6,5 × 53 mm)
Hed-tenn d'ar muiañ 2.100 m
Endalc'h Karger diabarzh 5 kartouchenn pourveziet gant ur c'hlip
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Ar Mannlicher Modell 1893 a zo ur fuzuilh tennata dre zorn ijinet gant Ferdinand Mannlicher hag Otto Schönauer. Produet e oa gant an embregerezh aostrian ŒWG[1] (Österreichische Waffenfabriksgesellschaft, bremañ Steyr Arms). Dibabet e voe e 1893 evel arm standart gant arme Roumania, ha gant Rouantelezh Portugal e 1896. Implijet e voe ar Mannlicher M1893 gant Roumania e-pad ar Brezel-bed Kentañ.

Ar Mannlicher M1893 a oa dezhi ur sistem adarmiñ e peder fazenn gant ur vorailh "klasel", ha n'eo ket unan linennek evel war armoù all ar sistem Mannlicher evel an M1895. Ur c'harger diabarzh 5 kartouchenn he doa, pourveziet dre glipoù. Kambret e oa e 6,5 × 53 mm R[2]. Ur stumm karabinenn berroc'h a voe savet diwarni, evit ezhommoù ar marc'hegerezh.

Stumm bihan an M1893 savet evit ar priñs Carol eus Roumania.

War-dro 400.000 skouerenn a voe prenet gant Rouantelezh Roumania adalek 1893, ha war-dro 12.000 gant Portugal. Ul lodenn eus ar re broduet gant ar vro-se a voe adkambret e .22 Long Rifle e 1946 evit servijout evel armoù-kelenn evit ar soudarded nevez[3]. An M1893 a oa c'hoazh e magazennoù Steyr da vare ar Brezel-bed Kentañ a voe adkambret e 8 × 50 mm Mannlicher evit bezañ implijet gant arme Aostria-Hungaria[1]. Ur stumm sivil a voe kinniget gant Steyr e 1904 ivez : kambret e oa e 7,92 × 57 mm, ur munision implijet er fuzuilhoù alaman Gewehr 88 ha Gewehr 98.

Ur stumm bihan eus ar Mannlicher M1893, kambret e 5,7 × 33 mm R Sommerda, a voe produet evit ar priñs roumanat yaouank Carol II war-dro 1899. Miret eo ar skouerenn nemeti e Mirdi Milourel Broadel Roumania hiziv an deiz.

  1. 1 2 (en) POPENKER Maxim, Mannlicher M1893 rifle (Romania), M1895 rifle (Netherlands), Modern Firearms (lennet d'an 02/06/2025)
  2. (fr) Mannlicher roumain 1893, Arme et Passion (lennet d'an 02/06/2025)
  3. (fr) BARRET Marc, La carabine Steyr-Mannlicher Mod. 1896 en cal. .22 LR, Cibles n°660, miz Even 225, pp. 52-56
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan