Mont d’an endalc’had

Mania

Eus Wikipedia
Evit mitologiezh Hellaz kozh, gwelet Maniae

Mania (pe Manea), e mitologiezh Roma gozh hag etrusk, e oa doueez ar re varv. Ren a rae-hi, gant Mantus, war ar bed all (kevatal d'an annwn keltiek). Lavaret e vez e oa mamm d'an tasmantoù, d’ar re varv-bev ha d'an holl speredoù all eus an noz, koulz ha d’al laroù ha d'ar manoù. Seblantout a ra bezañ kar-tost da Maniae Hellaz kozh. Dont a ra ar ger eus ar c'hentindezeuropeg *men-, soñjal (gwelet ar gerioù brezhonek, mennout, meno...).

  • Maniae (e mitologiezh Hellaz kozh)