Mani pulite
| Rann eus | istor Italia |
|---|---|
| Stad | Italia |
| Deiziad | 1992 |
| Efed | dissolution |
| Judge | Antonio Di Pietro |
Mani pulite (brezhoneg : daouarn naet) a oa bet un enklask justis broadel war ar goubrenerezh en Italia, sevenet e penn-kentañ ar bloavezhioù 1990.
Unan eus an disoc'hoù e oa bet dilez gouarnamant ar C'hentañ Republik italian ha fin meur a strollad politikel. Lod politikerien ha patromed a oa en em lazhet goude ma oa bet diskouezet o c'hablusted. Antonio Di Pietro e oa bet an den e penn an enklaskoù. E lod dezrevelloù e oa bet lakaet diskred war tremen 5 000 den brudet. D'un mare a oa bet en enklaskoù e oa bet ouzhpenn an hanter eus kannaded parlamant Italia a oa tamallet. Ouzhpenn 400 kuzul-kêr a oa bet divodet aabalamour da damalloù goubrenerezh.
Ar reizhiad goubrenerezh dizoloet gant an enklask a oa bet lesanvet Tangentopoli. An droienn a zo deuet diwar an italianeg tangente, a dalvez kement ha "lodenn distro",hag er c'henarroud-se e ra dave d'an arc'hant a veze roet en eskemm ouzh kevratoù labourioù publik, hag ar gresianeg polis o talvezout "kêr". A-wechoù e veze troet evel "Kêr ar goubrenerezh"[1]. Ar c'hentañ-ministr italian Bettino Craxi a oa deuet da vezañ an dudenn bennañ eus ar gwallreuz hag en em zifennet e oa en ur embann e oa ken kablus hag eñ an holl strolladoù a damalle dezhañ bezañ breinet; Craxi, ha oa skampet kuit da Hammamet, e Tunizia, e 1994, a voe kondaonet dre ziv wech evit goubrenerezh hag arc'hanta lous strolladoù politikel hag o c'hortoz pevar frosez ouzhpenn e oa pa oa marvet e 2000. Strollad komunour Italia ha lod eus e izili bennañ, dreist-holl re an askell zehoù a voe ensklaket met didamallet e voent goude-se.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Abaoe ar gwallreuz ramzel-se, al lost-ger -(o)poli a vez implijet evel un doare hollek d'ober anv eus gwallreuzioù (da skouer Calciopoli pe Scommessopoli), evel ma vez implijet -gate e saozneg (da skouer Zippergate, Qatargate, Rusiagate).