Maner Kergroadez

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Maner, pe « kastell », Kergroadez, e kumun Brelez

Maner Kergroadez zo ur maner eus ar XVIIvet kantved, e kornôg Bro-Leon, etre Brelez ha Lanriware. Savet e voe etre 1602 ha 1613, evit Frañsez III, aotrou Kergroadez, a oa diskennad d’ur familh nobl kozh eus Bro-Leon hag unan eus floc'hed ar roue Herri IV.

Ur pezh savadur karrezek eo maner Kergroadez, gant tourioù e pep korn. Er voger-dal e kaver div zor, an eil evit an dud war droad hag eben evit ar re war varc’h, a ro digor war ur porzh diabarzh, tre evel e maner Keryann. A-us ar porched e lenner un enskrivadur latin tennet eus ar Bibl : "Si non in timore di tenveriste instanter cito subvertatur domus tua" (« Mar ne chomez ket bepred e doujañs an aotrou e vo distrujet da di »). A-gleiz d’ar porzh emañ ar marchosi hag a-zehou pourpezioù all. War tal a-raok an ti-annez ez eus meur a brenestr, enno kroazioù maen. A-zehou d’ar maner ivez emañ ar chapel.

Kar e oa familh Kergroadez da familhoù all eus Bro-Leon evel familh Kerouarz. Er XVIIvet kantved e tremenas maner Kergroadez etre daouarn familh Kerouarz, just a-walc’h, ha goude-se d’ar familh Houchin. Gwerzhet e voe gant hêred ar familh-se, e 1860, da noter Lokournan ha war-lerc’h en em gavas e dalc’h ar familh paramantourien Chevillotte. Gant ar re-se e voe graet labourioù adkempenn e deroù an XXvet kantved. E 1995 e voe lakaet ar maner, ez ofisiel, da Vonumant Istorel. E 2000 e voe prenet gant ur perc’henn nevez a gendalc’h da gempenn ar savadur hag a zigor anezhañ d’ar weladennerien.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]