Man-of-war
Neuz
Arabat droukveskañ gant Man-at-arms
E geriaoueg ar Royal Navy, ur man-of-war (skrivet ivez man-o'-war, pe simplaet e man ; brezhoneg: den a vrezel)[1][2] a oa ul lestr-brezel pe ur fourgadenn a veze implijet alies en Europa er XVIvet kantved betek an XIXvet kantved. E gwirionez an droienn ne oa ket bet roet dezhi un talvoudegezh resis a-fed rummatadur bigi, met implijet e veze dreist-holl evit bigi armet gant kanolioù. Hervez sistem rummata ar Royal Navy e oa ar men-of-war da vezañ er rummad listri eus al linenn gant c'hwec'h "renk", ar "c'hentañ renk" (100-120 kanol) o vezañ ar re armet ar gwellañ hag ar re "c'hwec'hvet renk" e oa ar re skañvañ a-fed armamant (20-28 kanol).