Mamm-vro
Mammvro pe mamm-vro [1] eo al lec'h ma 'z eo ganet un identelezh vroadel pe etnek. An implij a c'hall bezañ ivez un doare da c'hervel bro ganedigezh un den.[2] Ur vamm-vro a c'hall bezañ anvet en un doare disheñvel Vaterland (alamaneg), pe patria (spagnoleg), pe Aberri (euskareg), hervez ar sevenadurezh pe yezh pe ar vroadelezh a vez kaoz diouti.
Mammvro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mammvro a ra dave d'ul lec'h ma 'z eo ganet un den, bet desavet pe bet o chom da vevañ e-pad pell amzer betek ma vije ul lodenn bouezus eus e identelezh sevenadurel. Gellout a ra bezañ ivez al lec'h ma oa bet hendadoù un hinienn o vevañ e-keit pell amzer, pe ar vetropolenn evit an trevadennoù.
Alies e vez graet gant Mamm Rusia evel personeladur eus Rusia. Ar Filipinez a zo iveez ur vamm-vro dre ma z'eo deuet anv ar vro eus "Inang Bayan" ar pezh a talvez kement ha "Mammvro".