Malagasieg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Malgacheg)
Malagasieg
(Malagasy)
Perzhioù
Komzet e : Madagaskar, Komorez, Reunion
Komzet gant : war-dro 20 000 000
Renkadur : 84
Familh-yezh : Yezhoù aostronezek

  Yezhoù malayek-polinezek
   Yezhoù malayek-polinezek ar c'hornôg
    Malagasieg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Madagaskar
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 ml
ISO 639-2 mlg
ISO 639-3
Kod SIL PLT
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh aostronezek eus skourr yezhoù malayek-polinezek ar c'hornôg eo ar malagasieg (malagasy) implijet gant tost da 20.000.000 den er C'homorez, er Reunion hag e Madagaskar dreist-holl m'emañ ar yezh ofisiel.

Tost-tre eo geriaoueg ar malagasieg da hini ar manyaneg (maanyan) (90% gerioù boutin) komzet e su Borneo. Levezonet eo bet ar c'heriaoueg ivez gant an arabeg hag ar yezhoù bantouek.

Ral a-walc'h eo e-touez yezhoù ar bed dre ma vez implijet ganti an urzh verb-renadenn-rener.

Skrivet e vez gant al lizherenneg latin.

Skritur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An deiz a hiziv e vez skrivet ar Malagasieg gant al lizherenneg latin padal eo bet implijet gwechall ur skritur all disheñvel-tre anvet sorabe (pe sora-be : arabat droukveskañ gant ar sorabeg) o tont eus an arabeg. An implij-se a c'hell bezañ displeget gant an darempredoù kenwerzh gant pobloù o tont eus Arabia.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]