Mont d’an endalc’had

Mailh

Eus Wikipedia
Ur mailh amenuzer e koad.

Ur mailh zo un ostilh dezhañ un troad graet evit bezañ dalc'het gant un dorn, hag ur penn hag a servij da skeiñ. Disheñvel eo diouzh ur morzhol abalamour da zanvez e benn, ha n'eo ket e metal met e koad, pe danvezioù all hiziv an deiz (kaoutchoug pe plastik peurliesañ). Implijet e vez e oberioù liesseurt : er munuzerezh da skouer, evit labourat en ur mod fin, hep treuzkas gwagennoù stroñs d'an tamm koad labouret, pe er mañsonerezh hag er c'hizellerezh evit dic'hrozañ an danvez.