Maia Sandu

Maia Sandu, bet ganet d'ar 24 a viz Mae 1972 e Risipeni (raion Fălești, neuze e RSS Moldavia), zo un den a Stad moldovat, prezidantez Republik Moldova abaoe ar 24 a viz Kerzu 2020.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Studioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Maia Sandu he deus graet studioù war ar Gwir hag an Ekonomiezh e Akademiezh ar studioù war an ekonomiezh (Moldova) etre 1989 ha 1994, ha war ar velestradurezh publik e skol-veur Harvard (Stadoù-Unanet Amerika), etre 2009 ha 2010[1].
Respetoù politikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ministrez an Deskadurezh e voe etre 2012 ha 2015 a-raok krouiñ he strollad politikel, ar PAS (Partidul Acțiune și Solidaritate, Strollad Ober ha Kengred)[2] e 2016. Er memes bloaz e kollas en dilennadegoù prezidant a-enep Igor Dodon, un den dezhañ soñjoù a-du gant Rusia. Goude un enkadenn vonreizhel e voe anvet da Gentañ Ministrez ar vro e-pad un nebeud mizioù e 2019. Dilennet e voe da brezidantez ar vro da vare dilennadegoù 2020. Addilennet e voe er memes post da vare dilennadegoù miz Kerzu 2024[1].
Soñjoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa ministrez an Deskadurezh he doa lakaet votiñ lezennoù a-enep ar goubrenerezh en he melestradurezh[2]. Strivañ a ra evit ma vo enbarzhet Moldova e-barzh Unaniezh Europa[3], ha stourm a ra a-enep tagadennoù Rusia a zo hervezi o klask distabilaat an demokratelezh er vro[4]. Souten a ra Ukraina abaoe aloubadeg ar vro e 2022[3].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) Biography of President of the Republic of Moldova Maia Sandu war lec'hienn Prezidantelezh Republik Moldova (lennet d'an 29/09/2025)
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) Maia Sandu, buhezskrid war lec'hienn Komision Europa (lennet d'an 29/09/2025)
- ↑ 3,0 ha3,1 (fr) MOURGERE Isabelle, "Notre patrie n'est pas à vendre": qui est Maïa Sandu, présidente de la Moldavie?, TV5 Monde, 29/09/2025 (lennet d'an 29/09/2025)
- ↑ (fr) La Moldavie met en garde contre une menace de coup d'État russe, Le Figaro, 13/02/2023 (lennet d'an 29/09/2025)