Magnificat
Ar Magnificat, anavezet ivez evel Kan da Vari pe Kanenn Mari, zo ur ganenn gristen hag a vez kanet alies e lidoù an ilizoù kristen.
E Aviel Lukaz er pennad kentañ eo e kaver ar ganenn-mañ, anavezet-tre, ma kan ar Werc'hez Vari hec'h anaoudegezh vat ouzh an Aotrou Doue.
Kanet e vez e-pad ar gousperoù en Iliz katolik roman.
Meur a stumm zo eus ar ganenn-mañ e brezhoneg. Setu amañ an hini a gaver er Bibl katolik bet troet gant Maodez Glanndour ha Klerg :
Lk 1, 46 Hag e lavaras Mari :
« Va ene a gan braster an Aotrou.
47 Ha va spered a gav e levenez e Doue, va Salver,
48 dre m’en deus sellet ouzh izelded e vatezh,
Setu a-vremañ, ma vin anvet evurus gant an holl rummadoù,
49 rak an Hollc'halloudek en deus graet evidon traoù burzhudus,
an hini a zo santel e anv.
50 Hag e drugarez en em astenn a rummad da rummad
war gement hini en deus doujañs outañ.
51 Diskouezet en deus nerzh e vrec'h
ha dispennet ar re a zo brasoni en o c'halonoù.
52 Diskaret en deus an dud c'halloudek diwar o zronoù,
hag uhelaet an dud izel.
53 Ar re naoniek en deus karget a vadoù,
ar re binvidik en deus kaset kuit hep netra.
54 Kemeret en deus etre e zivrec'h Israel, e vugel,
evit kaout soñj eus e druez,
55 hervez m’en devoa prometet d’hon tadoù
e-keñver Abraham hag e lignez da viken ».