Magnús Scheving
Neuz

Magnús Örn Eyjólfsson Scheving, bet ganet e Borgarnes (Island) d'an 10 a viz Du 1964, zo un aktour ha skrivagner islandat, bet un atletour ivez.
Un embleustrer eo Magnús Scheving : ober a ra an arzoù emgannañ hag an dro-ouesk (ober a ra arvestoù tro-ouesk war al leurenn). Ur c'hampion war ar jiminas aerobik eo ivez : kampion Europa div wech eo bet, ha tapet en deus ur vedalhenn arc'hant hag ur vedalenn arem e kampionnadoù ar bed. Anvet eo bet "Sportour islandat ar bloaz" e 1994.