Maeziennoù Flegrean
| Rann eus | Campanian volcanic arc |
|---|---|
| Aradennad menezioù | Q3618573 |
| Kevandir | Europa |
| Stad | Italia |
| E tiriad | Meurgêr Napoli |
| Daveennoù douaroniel | 40°49′37″N 14°8′20″E |
| Poent uhelañ | Solfatara di Pozzuoli |
| Statud gladel | IUGS Geological Heritage Site |
| Volcano observatory | Arsellva ar Vesuvio |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Campi Flegrei |

Ar maezioù Flegrean (italianeg : Campi Flegrei) a zo un takad volkanek lec'hiet e Pleg-mor Pozzuoli, e proviñs Napoli (Italia). Unan eus ar rannvroioù gant an menezioù-tan oberiantañ er bed eo.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra anv an takad-se eus an henc'hresianeg Φλεγραῖα πεδία Flegraía pedía, diwar φλεγραῖος flegraíos, « loskus »‚ ha talvezout a ra kement ha « maezioù loskus ».
Anv latin ar rannvro e oa Phlegraei campi. D'ar mare-se ne zeue ket an anv eus ar menezioù-tan met kentoc'h eus ar mammennoù tomm a veze implijet gant ar Romaned.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ an takad-se e gwalarn bae Napoli, e Campania. Emañ 9 c'hilometr hepken er c'hornôg da gêr. 500 000 a dud zo o vevañ er rannved volkanek-se, hag 1,5 milion zo tost o vevañ.

Ur galdeira eo, stummet e-kerzh div zidarzhadenn veur, 36 000 bloaz ha 14 000 bloaz zo. Dibar eo an takad-se dre ma'z eus kalz kornoù ha krateriou menezioù-tan, ha dre ma'z eus anadennoù termek, evel ar mammennoù tomm.
Douarouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar stummadur ar galdeira-se e voe tostaet ar plakennoù tektonikell europat hag afrikan.
39 000 bloaz zo, didarzhadenn ur menez-tan en takad-se a zegasas ur goañv tanveneziek en Europa ar Reter hag en Azia ar Mervent, ar pezh a c'hallas lakaat den Neanderthal da vont da get.
An didarzhadenn volkanek diwezhañ e 1538 a lazhas 24 den.
Unan eus rannvroioù seismekañ Europa eo ivez.
