Madeleine Sologne

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Madeleine Sologne, pe Madeleine Simone Vouillon hec'h anv en ti-kêr, bet ganet d'ar 27 a viz Here 1912 e La Ferté-Imbault (Loir-et-Cher, Bro C'hall) hag aet d'an Anaon d'an 31 a viz Meurzh 1995 e Vierzon (Cher), a oa un aktourez (c'hoariva ha sinema) c'hall.

Bet desavet en un tammmig tiegezh[1] e kuitaas he c'hêriadenn nepell diouzh Romorantin, war-lerc'h marv he mamm e 1930, da vont da bPariz. Goude bezañ labouret evel deskardez e ti Caroline Reboux (1837-1927), togerez vrudet ar c'houlz, e tigoras he stal gabellerez hec'h-unan. Diwar levezon al livour gall-polonat Mojżesz Kisling (1891-1953), a oa Madeleine Vouillon e batromez dezhañ, e krogas-hi da heuliañ kentelioù war ar c'hoariva. Kennerzhet gant ar perzh he devoa dalc'het e 1934 er pezh-c'hoari Boccace, conte 19 gant Julien Luchaire (1876-1962) e reas-hi he mennozh mont war-du metoù ar sinema : roet e voe roll bihan ur vicherourez dezhi er film La vie est à nous gant Jean Renoir, deuet e-maez e penn-kentañ miz Ebrel 1936. Er bloaz-mañ e timezas da Alain Douarinou (1909-1987), hag eñ kameraour ha rener ar skeudenniñ.

Dibabet he devoa kendelc'her gant ar vicher-se oc'h ober gant an anv-leurenn Madeleine Sologne da zougen bri da Sologne, he rannvro orin.

He filmoù (er sinema)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1936-1939 : triwec'h film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1940-1949 : triwec'h film (c'hwec'h ha tregont en holl)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1950-1959 : ur film (seizh ha tregont en holl)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1960-1969 : ur film (eizh ha tregont en holl)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1970-1979 : ur film (nav ha tregont en holl)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. He zud : Simon Basile Sylvain Vouillon 1875-1956 ha Madeleine Berthe Bonnasseau 1879-1930.