Machtiern
Neuz
Ur machtiern a oa ur penn lec'hel e rouantelezh Breizh, etre ar VIvet hag an IXvet kantved. Machtierned a zo meneget ur c'hant gwech bennak e dielllevr abati Redon[1]. Hervez kronik Naoned, e 905, da vare ren Alan Iañ, tec'hout a reas kuit ar "gonted, beskonted ha machtierned" diouzh Breizh evit mont da Vro-C'hall, abalamour da dagadennoù ar vikinged[2]. Kement-mañ a c'hall talvezout e oa izeloc'h renk ar vachtierned evit hini ar gonted hag ar veskonted. An dec'hadeg-mañ a verk dibenn menegoù ar vachtierned e lennegezh ar mare, pa gendeuzjont en noblañs moarvat.
Ar ger a gaver ivez er Barzhaz Breizh[3].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) J.G.T. Sheringham, Les machtierns, Kevredigezh Istorel hag Arkeologel Breizh (SHAB), 1981.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Cartulaire de l'abbaye de Redon enlinenn war Gallica, embannet gant A. de Courson e 1862 (lennet d'ar 24/11/2025)
- ↑ (fr) La chronique de Nantes, embannet gant René Merlet e 1896, emb. Alphonse Picart et Fils, lennet war Gallica (24/11/2025)
- ↑ (fr) Barzaz Breiz,
Morvan, machtiern ou vicomte de Léon, (...) on le surnomme Lez-Breiz
.
