Mont d’an endalc’had

MP-443 Grach

Eus Wikipedia
MP-443 Grach
Pistolenn Yarigina


Ur bistolenn PP-443
Kinnig
Bro Rusia
Doare Pistolenn damaotomatek, daou-ober
Mont en-dro Tennata dre argil berr
Munisionoù 9 × 19 mm Parabellum, stumm rusian 7N21
Produerien Uzin Mekanikerezh Ijevsk (2003-2013)
Kalachnikov (abaoe 2013)
Mare implij Abaoe 2003 (arme Rusia)
Meneger GRAU 6P35
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 0,950 kg
Hirder 198 mm
Hirder ar c'hanol 112,5 mm
Perzhioù all
Hed-tenn efedus 50 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 450 m/s
Lusk-tennañ 40-45 tenn/mn
Endalc'h Karger fiñv 17 kartouchenn (a-raok 2004) pe 18 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An MP-443 Grach (rusianeg : MП-443 Грач), anvet ivez PYa (ПЯ, berradur Пистолет Ярыгина, pistolet Yarigina, diwar anv e grouer), zo ur bistolenn damaotomatek daou-ober, e servij e arme Rusia abaoe 2003. Produet e vez gant an embregerezh Kalachnikov hiziv an deiz.

Istor ha desrkivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1993 e c'houlennas an arme rusian kaout un arm-dorn nevez e plas ar Makarov. Fellout a rae dezhe e c'hallje an arm bezañ kambret e 9 mm Makarov, 9 mm Parabellum ha 7,62 mm Tokarev[1]. Vladimir Aleksandrovich Yarigin, a laboure e Uzin Mekanikerezh Ijevsk (hiziv ar strollad Kalachnikov), a ginnigas ur bistolenn diazezet war gwikefre ar Browning Hi-Power dre argil berr ar c'hanol, gant un endalc'h uhel (17 kartouchenn da gentañ)[2].

Ur bistolenn PYa divontet.

Grach ("frav du") e voe lesanvet e-pad an amprouennoù gant an arme, a zibabas e dibenn ar bloavezhioù 1990 implijout kartouchennoù 9 mm Parabellum hepken a-benn ar fin, er standard rusian 7N21, da lavaret gant ur gargad poultr kreñvoc'h a-benn gellet toullañ dilhad enepboled[3]. Dibabet e voe e 2003 en ur mod ofisiel gant an arme[1]. Adalek 2004 e voe pourveziet gant ur c'harger 18 tenn.

Ur stumm anvet PP-446 Viking zo bet savet evit an ezporzhiañ. Damheñvel eo met n'hall ket tennañ ar c'hartouchennoù 7N21. Gwerzhet eo bet da vroioù all evel Kazakstan. Ur stumm sivil anvet PP-446S a zo anezhañ, dezhañ ur c'harger 10 tenn hepken[2]. Ar PP353 hag ar PP-472 zo stummoù nann-varvus graet evit tennañ boledoù kaoutchoug hepken[2].

Skouerennoù kentañ an arm a vije bet etre daouarn un nebeud soudarded rusian da vare eil brezel Tchetchenia (1999-2000)[2]. Dasparzh ledan ar PP-446 a oa kroget e 2016 hepken da vat. Da vare brezel Ukraina goude 2023 eo bet merzet e oa an arm gant isofiserien hag ofiserien dreist-holl. Skouerennoù seziset a vez implijet gant soudarded Ukraina ivez[4].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An MP-443 a c'haller implijout en un nebeud c'hoarioù video evel reoù ar rummadoù Battlefield, Call of Duty ha World of Guns: Gun Disassembly[5].

  1. 1,0 ha1,1 (en) POPENKER Maxim, Yarygin PYa/Grach, Modern Firearms (lennet d'an 01/11/2025)
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (en) SOF Eric, MP-443 Grach: An Overview of Russia’s Military Standard Sidearm, Combat Operators, 23/02/2023 (lennet d'ar 01/11/2025)
  3. (en) PYa Yarygin pistol, war lec'hienn an embregerezh Kalachnikov (lennet d'an 01/11/2025)
  4. (en) The MP-443 Pistol In Ukraine, The Armourer's Bench, 24/04/2022 (lennet d'ar 01/11/2025)
  5. (en) Yarygin PYa, IMFDB (lennet d'an 01/11/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan