Mont d’an endalc’had

MO 81 LLR

Eus Wikipedia
MO 81 LLR
Ur c'hanol-mortez MO 81 LLR
Kinnig
Bro Bro-C'hall Bro-C'hall
Doare Kanol-mortez
Munisionoù Obuzioù kalibr 81 mm stumm 44 (OEFA32, OECL F1, OX PLPN)
Obuzioù ispisial (OEF1, OECL 77A)
Mare servij Abaoe 1997 (Bro-C'hall)
Produer TDA Armements (bremañ Thales)
Perzhioù teknikel
Mas hollek 44 kg
  • tuellenn ha kulasenn : 17 kg
  • daoubez :12,2 kg
  • diaz : 14,8 kg
Hirder an duellenn hag ar gulasenn 1,55 m

Lusk-tennañ pleustrek 12-20 tenn/mn
Hed-tenn d'ar muiañ
  • 3100 m gant obuzioù stumm 1944
  • 5600 m gant obuzioù ispisial

An MO 81 LLR F1, evit Mortier de 81 mm Long Léger Renforcé, zo ur c'hanol-mortez kalibr 81 mm implijet en arme c'hall abaoe 1997. Produet e veze da gentañ gant an embregerezh TDA Armements, teuzet bremañ e-barzh Thales. Unan eus an daou ganol-mortez implijet gant Bro-C'hall hiziv an deiz eo, gant an MO 120 RT[1]. Daou bezh MO 81 LLR zo e pep kompagnunezh troadegiezh c'hall[2].

Servijet eo an MO 81 LLR gant ur skipailh 5 soudard (penn ar pezh, poenter, tenner-karger, pourvezier ha poultrer). Gellet a ra tennañ an holl obuzioù mortez kalibr 81 mm stumm 1944 (3100 metr hed-tenn d'ar muiañ), pe obuzioù ispisial OEF1, OECL ha 77A (hed-tenn 5600 metr d'ar muiañ). Betek 20 obuz e c'hell tennañ bep munutenn[2].

  1. (fr) Nos armes, Ministrerezh an Armeoù gall (lennet d'an 12/08/2025)
  2. 2,0 ha2,1 (fr) Mortier 81 mm LLR, Nos Armes, Ministrerezh an Armeoù gall (lennet d'an 12/08/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan