MO 120 RT
| MO 120 RT F1 | |
|---|---|
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Kanol-mortez rizennet e duellenn |
| Munisionoù | Obuzioù kalibr 120 mm rakrizennet stumm F1 Obuzioù kalibr 120 mm rakrizennet gant un nerzh-poulzañ ouzhpenn stumm F2 |
| Mare servij | Abaoe 1961 (Bro-C'hall) |
| Saver | Thomson-Brandt |
| Produer | Thales |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas hollek | Etre 530 ha 600 kg |
| Hirder hollek | 3,10 m |
| Hirder an duellenn | 2 m |
| Ledander hollek | 1,94 metr |
| Lusk-tennañ d'ar muiañ | 20 tenn/mn |
| Lusk-tennañ boaz | 6 tenn/mn |
| Hed-tenn d'ar muiañ | 13 km |
An MO 120 RT F1, pe hervez e anv ofisiel Mortier rayé tracté de 120 mm Mle F1, zo ur c'hanol-mortez ponner kalibr 120 mm implijet en arme c'hall abaoe deroù ar bloavezhioù 1960. Ijinet e voe gant an embregerezh Thomson-Brandt, ha produet e vez bremañ gant Thales. Unan eus an daou ganol-mortez implijet gant Bro-C'hall hiziv an deiz eo, gant an MO 81 LLR[1].
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Servijet eo an MO 120 RT gant ur skipailh 6 soudard. Gellet a ra bezañ stlejet, slingennet dindan ur viñsaskell pe harzlammet eus ur c'harr-nij ma vez dasparzhet e teir fardellad. Betek 20 obuz a c'hall tennañ bep munutenn ma vez ezhomm.
Bannadelloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- PR14 : bannadell rizennet tarzh, efedus betek 8.200 m.
- PRPA : bannadell rizennet tarzh gant ur poulzañ ouzhpenn, efedus betek 13.000 m. An hini implijetañ en arme eo.
- PRAB : a-enep ar c'harbedoù hobregonet skañv.
- PRFUM : mogedus.
- PRÉCLAIR : sklêrijennus.
- PRÉCLAIR IR : sklêrijennus gant isruz, a c'hall bezañ gwelet gant binvioù optikel IR hepken.
- PLPN : bannadelloù pleustriñ enne poultr du[2].
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Betek deroù ar bloavezhioù 2000 e oa pourveziet pep rejimant troadegiezh gall gant MO 120 RT stlejet gant karbedoù VAB, met divizet e voe kas anezhe d'ar rejimantoù kanolierezh. E kreiz 2021 e chome 131 kanol-mortez a seurt-se en tirlu, ha 50% anezhe a c'halle bezañ implijet hepken. E 2024, da geñver ur steuñv evit kreskiñ ment an arme c'hall, kemennet e voe e vije krouet 21 gevrenn pourveziet gant kanolioù-mortez 120 mm en tirlu evit kreñvaat an harp-tan en droadegiezh[3].
Implijerien all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Arabia Saoudat[4]
Belgia[4]
Brazil
Djibouti[4]
Egipt[4]
Gabon[4]
Indonezia[4]
Italia[4]
Izelvroioù[4]
Japan[4]
Kameroun[4]
Republik Kiprenez[4]
Kolombia
Koweit
Liban
Mec'hiko[4]
Niger[4]
Perou[4]
Rwanda[4]
Senegal
Siria
Thailand
Turkia
Ukraina : skouerennoù bet pourveziet gant Bro-C'hall[5], Italia[6], an Izelvroioù[7] ha Belgia[4][8] evit sikour ar vro goude aloubadeg 2022.
Venezuela[4]
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Nos armes, Ministrerezh an Armeoù gall (lennet d'an 12/08/2025)
- ↑ (fr) Mortier 120 mm Rayé Tracté, Amicale du 35e RAP et de l'artillerie parachutiste (lennet d'an 12/08/2025)
- ↑ (fr) LAGNEAU Laurent, Les mortiers de 120 mm commencent à (ré)équiper les sections d’appui des régiments d’infanterie, Opex 360, 11/06/2024 (lennet d'an 12/08/2025)
- ↑ 4,00 4,01 4,02 4,03 4,04 4,05 4,06 4,07 4,08 4,09 4,10 4,11 4,12 4,13 4,14 4,15 ha4,16 (en) MO-120-RT 120mm war diaz roadennoù ar SIPRI (lennet d'an 12/08/2025)
- ↑ (fr) French Military Equipment Delivered to Ukraine, Ministère des Armées, 04/03/2024 (lennet d'an 12/08/2025)
- ↑ (en) Guns Not Gnocchi: Italian Military Aid To Ukraine, Oryx, 22/03/2023 (lennet d'an 12/08/2025)
- ↑ (en) Going Dutch Revisited: Dutch Military Aid To Ukraine, Oryx, 09/09/2022 (lennet d'an 12/08/2025)
- ↑ (en) (No Longer) A Show Of Shame - Belgian Weapons Deliveries To Ukraine, Oryx, 20/08/2022 (lennet d'an 12/08/2025)
| ||||||||||||||||||||||||||