Mont d’an endalc’had

M4 Sherman

Eus Wikipedia
M4 Sherman
familh arm
Iskevrennad eusTank etre Kemmañ
Deiziad krouiñ1940 Kemmañ
Anvet diwarWilliam Tecumseh Sherman Kemmañ
Raklec'hiet gantM3 Lee Kemmañ
Heuliet gantM26 Pershing Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
SaverLima Locomotive Works, American Locomotive Company, Baldwin Locomotive Works, Pressed Steel Car Company Kemmañ
Armament75 mm Gun M3, 76 mm Gun M1 Kemmañ
Keflusket gantKeflusker dre enleskiñ Kemmañ
Lakaet er servij1942 Kemmañ
Tennet eus ar servij1957, 2018 Kemmañ
Implijet gantStadoù-Unanet, Rouantelezh-Unanet, France libre, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ

An M4 Sherman, e anv ofisiel Medium tank M4, a oa un tank etre, an hini implijetañ gant Stadoù-Unanet Amerika hag ar Gevredidi kornôgel e-kerzh an Eil Brezel-bed. An M4 Sherman a oa un tank fiziadus, marc'had-mat a-walc'h da broduiñ, hag aes e oa sevel kalz anezho. Bez e oa ivez diazez un toullad karbedoù stourm hobregonet evel ar c'hanolierezh emluskek, distrujerioù tankoù, ha karbedoù adtapout hobregonet. Degadoù a vilieroù anezho a oa bet dasparzhet dre emglev al Lend-Lease da Impalaeriezh Breizh-Veur ha Kenglad ar Broadoù, an Unvaniezh Soviedel, ha broioù all ar Gevredidi. An tank a oa bet lesanvet gant ar Saozon diwar anv ar jeneral eus Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika William Tecumseh Sherman.