M3 Lee
Neuz
M3 Lee
| Iskevrennad eus | Tank etre |
|---|---|
| Anv er yezh orin | M3 Lee |
| Brezel | Eil Brezel-bed |
| Anvet diwar | Robert Lee |
| Heuliet gant | M4 Sherman |
| Bro orin | Stadoù-Unanet |
| Lakaet er servij | 1941 |
An M3 Lee, e anv ofisiel Medium Tank M3, a oa un tank etre stadunanat implijet e-kerzh an Eil Brezel-bed. An douribell a oa produet hervez daou stumm disheñvel, unan evit implij SUA hag unan hervez c'hoantoù implij Breizh-Veur, evit kaout ar radioer nepell diouzh penn-rener an tank. Evit Impalaeriezh Breizh-Veur ha Kenglad ar Broadoù, an tank a oa anvet gant daou anv : ar re e doare stadunanat gant touribelloù a oa anvet "Lee", diwar anv ar jeneral kengevreet Robert E. Lee, padal ar re doare saoz a oa anvet "Grant", diwar anv ar jeneral eus an Unvaniezh Ulysses S. Grant.